Livre d’Isaïe - Chapitre 51
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66
Chapitre 51
Écoutez-moi, vous qui tendez vers la justice, vous qui recherchez le Seigneur : regardez le rocher dans lequel vous avez été taillés, la carrière d’où vous avez été tirés. Is 51, 1 : Va selaouit, c’hwi-holl, kesterien ar Reizhder, c’hwi-holl hag a zo o klask an Aotrou. Sellit ouzh ar roc’h ez oc’h bet kizellet diouti, ouzh ar vengleuz ez oc’h bet tennet anezhi.
Regardez Abraham votre père, et Sara qui vous a enfantés ; car il était seul quand je l’ai appelé, mais je l’ai béni et multiplié. Is 51, 2 : Sellit ouzh Abraham ho tad, hag ouzh Sara he deus ho kanet. Rak e-unan-penn e oa pa c’halvis anezhañ, met e venniget em eus, e gresket em eus.
Oui, le Seigneur console Sion, il la console de toutes ses ruines, il va faire de son désert un Éden, de sa steppe un jardin du Seigneur. On y retrouvera l’allégresse et la joie, l’action de grâce et le son de la musique. Is 51, 3 : Ya sur, an Aotrou en deus truez ouzh Sion, truez ouzh hec’h holl rivinoù. Gant he gouelec’h e raio un Eden, gant he stepenn ul liorzh d’an Aotrou. Enni e vo klevet youc’hadennoù a levenez, meuleudigezh ha kaniri.
Soyez attentifs, vous qui êtes mon peuple ; et vous, les nations, prêtez-moi l’oreille ! Car de moi sortira la loi, mon droit sera la lumière des peuples ! Soudain, Is 51, 4 : Taolit evezh ouzhin, o pobloù ! O broadoù, digorit ho skouarn d’am selaou. Rak ac’hanon e teuio al Lezenn, ha va reizhder a vo sklerijenn ar pobloù. Lakaat a rin
je rendrai proche ma justice, mon salut va paraître, et mon bras gouvernera les peuples. Les îles mettront en moi leur espoir, elles comptent sur mon bras. Is 51, 5 : a-daol-trumm va zrec’h da zont ha va silvidigezh d’en em ziskouez. Va brec’h a ya da varn ar pobloù, an inizi a c’hortoz ac’hanon hag em brec’h e fiziont.
Levez les yeux vers le ciel, regardez en bas vers la terre. Les cieux se dissiperont comme la fumée, la terre s’usera comme un vêtement, et ses habitants tomberont comme des mouches. Mais mon salut est pour toujours, ma justice ne sera jamais abattue. Is 51, 6 : Savit ho taoulagad etrezek an neñv, ha sellit d’an traoñ war-zu an douar : Ya, an Neñvoù a steuzio evel moged, hag an douar en em zispilho evel ur gwiskamant. E annezerien a varvo evel kelien, met va silvidigezh a bado da viken, ha va zrec’h n’en devo diwezh ebet.
Écoutez-moi, vous qui connaissez la justice, peuple de ceux qui ont ma loi dans le cœur ! Ne craignez pas l’insulte des hommes, ne soyez pas abattus par leurs sarcasmes, Is 51, 7 : Va selaouit, c’hwi hag a anavez ar reizhder, pobl o virout va lezenn ez kalon ! N’ho pet ket aon rak dismegañs mibien Adam, na vezit ket mantret gant o c’hunujennoù !
car la teigne les dévorera comme un vêtement, les mites les dévoreront comme de la laine. Mais ma justice est pour toujours, et mon salut, de génération en génération. Is 51, 8 : Rak an tagn o debro evel ur pezh dilhad, hag ar gaozan o c’hrigno evel gloan. Va zrec’h avat a bado da viken ha va silvidigezh a remziad da remziad.
Éveille-toi, éveille-toi, revêts-toi de force, bras du Seigneur ! Éveille-toi comme aux jours anciens, au temps des générations d’autrefois. N’est-ce pas toi qui taillas en pièces Rahab, qui transperças le Monstre marin ? Is 51, 9 : Dihun, dihun ! Gwisk da nerzh, O brec’h an Aotrou ! Dihun evel en amzerioù a-wechall, evel en amzerioù kent. Ha n’eo ket te a zispennas Rac’hab47
N’est-ce pas toi qui desséchas la mer, les eaux du grand Abîme, qui fis des profondeurs de la mer un chemin pour que passent les rachetés ? Is 51, 10 : Ha n’eo ket te a zisec’has ar mor, doureier an Islonk bras, hag a reas eus donderioù ar mor, un hent evit ma tremenfe an dasprenidi ?
Ceux qu’a libérés le Seigneur reviennent, ils entrent dans Sion avec des cris de fête, couronnés de l’éternelle joie. Allégresse et joie les rejoindront, douleur et plainte s’enfuient. Is 51, 11 : Distreiñ a raio dasprenidi an Aotrou, antren a raint e Sion en ur youc’hal, ul levenez hollbadus ’zo kurunenn o fenn, an trivli hag an eurvad a ya ganto, ar boan hag ar c’hlemmvan 'o tec’het kuit.
C’est moi, c’est moi qui vous console. Qui es-tu pour craindre l’homme qui doit mourir, un fils d’homme périssable comme l’herbe, Is 51, 12 : Ho frealzer ez on-me, ha me hepken ! Piv out-te evit kaout aon rak an den marvel, rak ur mab eus Adam o tremen evel geot ?
au point d’oublier le Seigneur qui t’a fait, qui a tendu les cieux et fondé la terre, et qui es-tu pour frémir tout au long des jours devant la fureur de l’oppresseur quand il s’apprête à détruire ? Où donc est-elle, la fureur de l’oppresseur ? Is 51, 13 : Ankounac’haet ec’h eus an Aotrou, da grouer, en deus astennet an Neñvoù ha diazezet an douar, evit krenañ dalc’hmat, a-hed an deiz, dirak kounnar ar gwaskour pa venn da zistrujañ. Met pelec’h ’ta emañ kounnar ar mac’homer ?...
Bientôt, le prostré sera libéré, il ne mourra pas dans un cachot, et le pain ne lui manquera pas ! Is 51, 14 : Bremañ souden e vo lakaet ar prizoniad en e frankiz, ne varvo ket e poull an toull-bac’h, ha ne vanko ket bara dezhañ.
Moi, je suis le Seigneur, ton Dieu, qui soulève la mer et fait mugir ses flots, – son nom est « Le Seigneur de l’univers ». Is 51, 15 : Rak me eo an Aotrou, da Zoue, a laka ar mor da sevel hag e donnoù da yudal, a zo va anv Aotrou an Armeoù.
J’ai mis dans ta bouche mes paroles, je t’ai couvert de l’ombre de ma main, quand je plantais les cieux et fondais la terre, quand j’ai dit à Sion : « Tu es mon peuple. » Is 51, 16 : lakaet em eus va c’homzoù ez kenoù, gant skeud va dorn em eus da c’holoet, evit astenn an Neñvoù ha soliañ an douar, hag evit lavarout da Sion : Te eo va fobl !
Réveille-toi, réveille-toi, debout, Jérusalem ! Tu as bu de la main du Seigneur la coupe de sa fureur, tu as bu jusqu’à la lie la coupe du vertige ! Is 51, 17 : Dihun, dihun ! War-sav ! Jeruzalem ! Te hag ac’h eus evet eus dorn an Aotrou hanafad e gounnar ; ar c’haliriad a vezevell ac’h eus evet, goullonderet.
Personne qui la guide, parmi les fils qu’elle a enfantés ; pas un qui lui prenne la main, de tous les fils qu’elle a élevés ! Is 51, 18 : Hini ebet ken evit da henchañ eus an holl vibien ac’h eus ganet, hini ebet ken evit kregiñ ez torn eus an holl vibien ac’h eus savet.
Ce double malheur t’a frappée, – qui t’en plaindra ? Le ravage et la ruine, la famine et l’épée, – qui t’en consolera ? Is 51, 19 : An daou walleur-se o deus skoet ganit, - ha piv a druezo ouzhit-te ? Dismantr ha ri vin, naon ha kleze, - ha piv az frealzo ?
Tes fils, épuisés, gisent à tous les coins de rue, comme l’antilope prise au piège, submergés par la fureur du Seigneur, la menace de ton Dieu. Is 51, 20 : Da vibien semplet ’zo gourvezet e korn pep straed, evel un antilopenn en ur roued, dalc’het gant kounnar an Aotrou, gant gourdrouzoù da Zoue.
Écoute alors ceci, malheureuse, ivre, mais pas de vin : Is 51, 21 : Va selaou eta bremañ, gwallevuruzez, te mezvet met n’eo ket diwar win.
Ainsi parle ton Maître, le Seigneur, ton Dieu, qui défend la cause de son peuple : Voici que je retire de ta main la coupe du vertige ; à la coupe de ma fureur, désormais tu ne boiras plus. Is 51, 22 : Evel-hen e komz Doue an Aotrou, da Zoue, difenner kaoz e bobl : Setu ma tennan eus da zorn an hanaf a vezevell ; kop va c’hounnar ne evi mui dioutañ.
Je la mettrai dans la main de ceux qui t’affligeaient et te disaient : « Courbe-toi, que nous passions ! » Et tu faisais de ton dos comme un sol, comme une rue pour les passants ! Is 51, 23 : Hen lakaat a ran e dorn da waskerien. Ar re a lavare d’az ene : Pleg da choug ma tremenimp warnout ! Ha te a rae eus da gein evel ul leurenn, ur straed 'vit an dremenerien.
