Livre d’Isaïe - Chapitre 33
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66
Chapitre 33
Malheur ! Toi, dévastateur qui n’as pas été dévasté, ravageur qui n’as pas subi de ravage, quand tu auras fini de dévaster, tu seras dévasté ! quand tu auras cessé de ravager, on te ravagera ! Is 33, 1 : Gwa te, gwaster, ha n’out ket bet gwastet ! Te, preizhataer, ha n’out ket bet c’hoazh preizhataet ! Pa vo echu ganit gwastañ e vi gwastet da-unan, ha pa vo echu ganit preizhata e vi preizhataet.
Seigneur, fais-nous grâce : c’est toi que nous attendons ! Chaque matin, sois notre bras, notre salut aux jours de détresse. Is 33, 2 : Aotrou, ho pet truez ouzhomp ! Ennoc’h emañ hon esper. Bezit brec’h ho pobl bep beure, hag hor silvidigezh en amzer an anken !
À la voix qui tonne, les peuples s’enfuient ; quand tu te lèves, les nations se dispersent. Is 33, 3 : Ouzh mouezh ho taran e tec’h ar pobloù, pa savit en ho sav en em zispenn a bep tu ar broadoù ;
Votre butin s’entasse comme s’entassent des insectes ; c’est la ruée, une ruée de sauterelles. Is 33, 4 : ha preizhadur a zastumer evel kilheien-raden pa vez leun ganto an touflezoù.
Le Seigneur domine, il habite les hauteurs ; il emplit Sion de droit et de justice : Is 33, 5 : Uhel eo an Aotrou hag en uhelder emañ o chom, Eñ hag a leugn Sion a eeunded hag a reizhded !
il sera la sécurité de tes jours. Sagesse et connaissance : des biens pour le salut ; la crainte du Seigneur : un trésor qu’il te donne. Is 33, 6 : Eñ a vo, o Sion, surentez da zeizioù : Furnez, gouiziegezh, sed ar binvidigezh a c’hell salviñ, doujañs an Aotrou, sed aze da deñzor.
Voici que les voyants se lamentent sur les places ; les messagers de paix pleurent amèrement. Is 33, 7 : Setu m’emañ tud Ariel o krial er straedoù, emañ ar gannaded a beoc’h o ouelañ gant c’hwervder.
Les routes sont désolées ; sur les chemins, le passant a disparu. L’alliance est rompue : on méprise les témoins ; un homme ne compte plus. Is 33, 8 : Aet eo digenvez an hentoù, n’eus den o tremen dre ar rañvedioù ; torret eo bet an emglev ha disprizet an testoù, n’eus doujañs ebet ken evit an dud.
La terre, en deuil, languit ; le Liban, honteux, s’assombrit. Le Sarone ressemble au désert ; le Bashane et le Carmel se fanent. Is 33, 9 : E kañv emañ an douar, dinerzhet eo. Mezhek eo al Liban ha gweñvet, Saran a zo deuet da vezañ ur gouelec’h, Basan hag ar C’harmel a zo dibourc’het.
« Maintenant, je surgis – dit le Seigneur ; maintenant, je me dresse ; maintenant, je m’élève ! Is 33, 10 : Bremañ ez an da sevel, eme an Aotrou : Bremañ en em lakain em sav-sonn, bremañ en em ziskouezin em braster,
Vous concevez du foin : vous enfantez de la paille ! Votre souffle est le feu qui vous dévorera. Is 33, 11 : koñsevet hoc’h eus foenn ha gwilioudiñ a reot plouz : Va anal eo an tan ho pulluc’ho.
Les peuples seront brûlés à la chaux, épines coupées que l’on enflamme. Is 33, 12 : Ar pobloù kuzumet a zo evel ludu evel drein troc’het bet devet gant ar flamm.
Écoutez ce que j’ai fait, vous qui êtes loin ; et vous qui êtes proches, reconnaissez ma vaillance ! Is 33, 13 : C’hwi hag a zo pell, selaouit petra ’m eus graet. Ha c’hwi hag a zo tost, anavezit va nerzh.
Dans Sion, les pécheurs sont terrifiés ; un tremblement saisit les pervers : “Qui de nous résistera ? c’est un feu dévorant ! Qui de nous résistera ? c’est une fournaise sans fin !” Is 33, 14 : Spontet eo ar bec’herien e Sion, ar grenijenn he deus kroget en dud dizoue : Pehini ac’hanomp a c’hello derc’hel en tan-se o teviñ ? Pehini ac’hanomp a c’hello derc’hel en un tantad peurbadus ?
Celui qui va selon la justice et parle avec droiture, qui méprise un gain frauduleux, détourne sa main d’un profit malhonnête, qui ferme son oreille aux propos sanguinaires et baisse les yeux pour ne pas voir le mal, Is 33, 15 : An hini a gerzh ez-reizh, hag a gomz gant ez-eeun, an hini a ra fae war ur gounid dizonest, a hej e zaouarn evit chom hep kemer ur prof, a stouv e zivskouarn ouzh ar c’homzoù gwadus hag a serr e zaoulagad evit chom hep gwelout an droug ;
celui-là habitera les hauteurs, hors d’atteinte, à l’abri des rochers. Le pain lui sera donné ; les eaux lui seront assurées. » Is 33, 16 : hennezh a vo e annez en uhelderioù, kreñvlec’hioù ar c’herreg a vo e repu ; dezhañ e vo roet e vara hag e zour ne vanko biken dezhañ.
Tes yeux verront le roi dans sa beauté ; ils découvriront les lointains du pays. Is 33, 17 : Da zaoulagad a welo ar roue en e gaerder, gwelout a raint ar vro o ’n em astenn da bell.
Tu repenseras aux terreurs passées : « Celui qui comptait, où est-il ? Celui qui contrôlait, où est-il ? Où est celui qui comptait les tours ? » Is 33, 18 : Da galon a hiboudo c’hoazh he spontadennoù : Pelec’h emañ ar c’hont-rollour ? Pelec’h paotr ar bouezerez ? Pelec’h an hini a gonte ar baotred yaouank ?
Tu ne verras plus le peuple brutal, ce peuple au langage impénétrable, à la langue ridicule et incompréhensible. Is 33, 19 : Ar bobl vorgant-se ne weli mui anezhi, pobl teñval he yezh na oa tu d’hec’h intent, ar bobl-se o vesteodiñ ur yezh digomprenus.
Contemple Sion, la cité de nos fêtes, tes yeux verront Jérusalem : c’est une résidence sûre, la tente qu’on ne déplacera plus, dont les piquets ne seront jamais arrachés, dont aucune corde ne sera rompue. Is 33, 20 : Arvest ouzh Sion, kêr hor gouelioù : Da zaoulagad, ra welint bremañ Jeruzalem, annezlec’h evurus, teltenn na vo ket dilec’hiet, na vo biken displantet he fostoù ha na vo torret diouti kordenn ebet.
Et même, c’est là que le Seigneur nous montre sa grandeur : c’est un lieu de fleuves, de larges canaux, qu’aucune galère ne traverse, qu’aucun grand navire ne sillonne. Is 33, 21 : Eno 'mañ an Aotrou o chom en e veurded : Eno stêrioù ha kanolioù ledan, 'lec’h na dizh ket ar bigi dre roeñvoù, 'lec’h na dremen ket al listri bras.
Oui, le Seigneur est notre juge, le Seigneur nous donne des lois, le Seigneur est notre roi : c’est lui qui nous sauve. Is 33, 22 : Rak an Aotrou eo hor barnour. An Aotrou eo hon lezennour, an Aotrou eo hor roue. Eñ eo an hini hor salvo.
Tes cordes sont relâchées : elles n’assurent pas la stabilité du mât et ne tiennent pas l’étendard déployé. Alors les aveugles se partageront quantité de butin ; les boiteux prendront part au pillage. Is 33, 23 : Setu distegnet ar c’herdin, ne zalc’hont ket ken ar wern en he sav, n’hellont ket derc’hel ar lienoù displeget. Neuze e vo ingalet madoù ur breizhadeg vras, ar re gamm zoken a gemero perzh er skraperezh.
Aucun de ceux qui demeurent là ne dira plus : “Je suis malade.” Le peuple qui habite Jérusalem sera déchargé de sa faute. Is 33, 24 : Ne vo annezer ebet evit lavarout : Klañv on ; ar bobl o chom e Sion he devo bet ar pardon eus he fec’hed.
