Livre d’Isaïe - Chapitre 31
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66
Chapitre 31
Malheur ! Ceux qui descendent en Égypte pour y trouver secours : ils comptent sur des chevaux, ils s’appuient sur le nombre des chars, sur la grande puissance d’une cavalerie, mais ils ne regardent pas vers le Saint d’Israël : le Seigneur, ils ne le consultent pas. Is 31, 1 : Gwa d’ar re a ziskenn d’an Egipt da glask sikour, ar re a laka o fiziañs e kezeg, a laka o goanag er c’hirri dre ma-z eus kalz anezho, hag er varc’heien dre ma-z int gwall-nerzhus, met na sellont ket war-zu Doue santel Israel ha na glaskont ket an Aotrou !
Pourtant c’est lui, le sage : quand il fait venir le malheur, il ne reprend pas sa parole ; il se dresse contre le parti des malfaisants contre le secours venant des ouvriers du mal. Is 31, 2 : Eñ ivez koulskoude a zo fur ; Eñ eo an hini a laka ar gwalleur da zont ha na zistro ket diwar e gomzoù. Sevel a raio a-enep ti ar re fallakr, a-enep sikour an droug-oberourien.
Les Égyptiens sont des hommes, pas des dieux : leurs chevaux sont de chair, pas d’esprit ! Quand le Seigneur étend la main, celui qui secourt trébuche, qui est secouru s’écroule : tous deux disparaîtront. Is 31, 3 : An Egiptad a zo un den, n’eo ket un doue e ve ; e gezeg a zo kig ha n’eo ket spered ; ha pa astenno an Aotrou e zorn ez asoupo ar skoazeller, e kouezho an hini skoazellet, hag o-daou a yelo da goll.
Car le Seigneur m’a dit ceci : Quand rugit vers sa proie le lion, le jeune lion, et que la foule des bergers est appelée contre lui, il n’a pas peur de leurs cris, ne répond pas à leur tapage. Ainsi le Seigneur de l’univers descendra pour combattre sur la montagne de Sion, sur sa colline. Is 31, 4 : Rak evel-hen en deus komzet ouzhin an Aotrou : Evel ma yud al leon, al leon yaouank war e breizh daoust m’en em dolp ur bern mesaerien a-enep dezhañ, evel na spont ket ouzh o mouezhioù ha na vez ket trefuet gant o niver, evel-se e tiskenno Aotrou an Armeoù da vrezeliñ war Venez Sion ha war e grec’hienn.
Comme les oiseaux qui étendent leurs ailes, ainsi le Seigneur de l’univers protégera Jérusalem : il protégera et libérera, il épargnera et délivrera. Is 31, 5 : Evel ma astenn al laboused o divaskell war o neizhiad e tiwallo Aotrou an Armeoù Jeruzalem, he diwall a ray, he dieubiñ, hec’h espern hag he salviñ.
Revenez donc, fils d’Israël, vers celui que vous avez gravement trahi. Is 31, 6 : Distroit d’an Hini e oac’h en em bellaet dioutañ kement-all, o bugale Israel !
Ce jour-là, chacun de vous rejettera ses idoles d’argent, ses idoles d’or, celles que vous vous êtes fabriquées de vos mains – c’est un péché ! Is 31, 7 : Ya, en deiz-se e tistaolo kuit pep unan e idoloù arc’hant, hag e idoloù aour, ar re ho poa graet gant ho taouarn pec’hus.
Assour tombera sous une épée qui n’est pas celle d’un homme, une épée surhumaine qui le dévorera : il fuira devant cette épée ; ses jeunes gens seront soumis à la corvée. Is 31, 8 : Asour neuze a gouezho dindan ur c’hleze na vo ket hini un den, kleze unan divarvus hen debro. Tec’hel a raio dirak ar c’hleze, hag e dud yaouank a vo lakaet dindan druaj.
Celui qui est son rocher, s’en ira, pris de terreur, et ses princes, effrayés, abandonneront l’étendard, – oracle du Seigneur dont le feu brûle à Sion, et la fournaise, à Jérusalem. Is 31, 9 : Gant ar spont e tec’ho kuit e vrezelourien divrall, hag e bennoù bras o krenañ a zilezo o banniel, - Eme an Aotrou, an Hini emañ e dan e Sion hag e forn e Jeruzalem.
