Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre d’Isaïe » Chapitre 53

Livre d’Isaïe - Chapitre 53

Levr : Levr ar profed Izaias
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66

Chapitre 53



Qui aurait cru ce que nous avons entendu ? Le bras puissant du Seigneur, à qui s’est-il révélé ? Is 53, 1 : Piv a c’hellfe krediñ ar pezh hon eus klevet, ha brec’h an Aotrou, da biv ez eo en em ziskuliet ?

Devant lui, le serviteur a poussé comme une plante chétive, une racine dans une terre aride ; il était sans apparence ni beauté qui attire nos regards, son aspect n’avait rien pour nous plaire. Is 53, 2 : Rak evel ur vroustenn dister en deus kresket dirazomp, evel ur vountadenn o sevel en un douar dizour : Na kaerder na kened dezhañ da dennañ hor selloù, na sked ebet da hoalañ hor c’halonoù49.

Méprisé, abandonné des hommes, homme de douleurs, familier de la souffrance, il était pareil à celui devant qui on se voile la face ; et nous l’avons méprisé, compté pour rien. Is 53, 3 : Disprizet, distaolet gant an dud, den a c’hlac’har, e dalc’h ar boan, heñvel ouzh an dud lovr a droer an dremm diouto e oa displed, ha ne raemp van ebet anezhañ.

En fait, c’étaient nos souffrances qu’il portait, nos douleurs dont il était chargé. Et nous, nous pensions qu’il était frappé, meurtri par Dieu, humilié. Is 53, 4 : Ha koulskoude, hor poanioù eo ar re a zouge, hag gant hor gloazioù eo e o sammet. Ha ni a soñje ganeomp e oa un den bet skoet, kastizet gant Doue ha kaset d’an traoñ,

Or, c’est à cause de nos révoltes qu’il a été transpercé, à cause de nos fautes qu’il a été broyé. Le châtiment qui nous donne la paix a pesé sur lui : par ses blessures, nous sommes guéris. Is 53, 5 : Eñ avat a oa treuz-toullet en abeg d’hor manoù, ha brevet en abeg d’hon pec’hedoù ; an dell-kastiz da baeañ evidomp a voe war e gont, ha dre e c’houlioù ez omp bet yac’haet.

Nous étions tous errants comme des brebis, chacun suivait son propre chemin. Mais le Seigneur a fait retomber sur lui nos fautes à nous tous. Is 53, 6 : O kantren e oamp, ni holl, evel deñved dianket, pe hini o vont gant e hent ; met Doue en deus diskarget warnañ hor pec’hedoù deomp-ni holl.

Maltraité, il s’humilie, il n’ouvre pas la bouche : comme un agneau conduit à l’abattoir, comme une brebis muette devant les tondeurs, il n’ouvre pas la bouche. Is 53, 7 : En em lezel a rae da vezañ gwallgaset hag en e boanioù ne zigoras ket zoken e c’henoù, evel un oan a gaser d’ar c’higer, evel un dañvad dirak e douzer e tave. N’en deus ket digoret e c’henoù.

Arrêté, puis jugé, il a été supprimé. Qui donc s’est inquiété de son sort ? Il a été retranché de la terre des vivants, frappé à mort pour les révoltes de son peuple. Is 53, 8 : Dre zroukrañs ur varnedigezh eo bet skrapet kuit, ha piv a soñj difenn e gaoz ? Ya, lamet eo bet kuit eus douar ar re vev, ha skoet d’ar marv evit pec’hedoù e bobl.

On a placé sa tombe avec les méchants, son tombeau avec les riches ; et pourtant il n’avait pas commis de violence, on ne trouvait pas de tromperie dans sa bouche. Is 53, 9 : Aozet ez eus bet dezhañ ur bez e-touez ar re fallakr, hag en e varv emañ e renk an droug-oberourien ; ha koulskoude n’en deus graet, eñ, netra direizh, ha n’eus bet tromplezon ebet en e c’henoù50.

Broyé par la souffrance, il a plu au Seigneur. S’il remet sa vie en sacrifice de réparation, il verra une descendance, il prolongera ses jours : par lui, ce qui plaît au Seigneur réussira. Is 53, 10 : An Aotrou eo bet plijet gantañ e vreviñ gant ar boan : P’en devo kinniget e vuhez evel sakrifis a zic’haou e welo ul lignez, deizioù didermen en devezo, ha mennad an Aotrou a zeuio drezañ da wir.

Par suite de ses tourments, il verra la lumière, la connaissance le comblera. Le juste, mon serviteur, justifiera les multitudes, il se chargera de leurs fautes. Is 53, 11 : Goude poanioù hag amprou e ene e welo ar sklerijenn hag e walc’h en devo51. An hini reizh, va servijer, a rento reizh engroez an dud dre gemer warnañ e-unan bec’h o fallagriezhoù.

C’est pourquoi, parmi les grands, je lui donnerai sa part, avec les puissants il partagera le butin, car il s’est dépouillé lui-même jusqu’à la mort, et il a été compté avec les pécheurs, alors qu’il portait le péché des multitudes et qu’il intercédait pour les pécheurs. Is 53, 12 : En abeg da se e roin dezhañ evit e lod ar pobladoù, evit e breizhadenn, an dud diniver, dre m’en deus en em roet e-unan d’ar marv ha dre m’eo bet kontet e-touez ar bec’herien, pa oa pec’hedoù an dud a oa sammet gantañ ha pa bede evit ar re gablus52.