Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Job » Pennad 1

Levr Job - Pennad 1

Levr : Levr Job
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42

Pennad 1



IL ETAIT UNE FOIS, au pays de Ouç, un homme appelé Job. Cet homme, intègre et droit, craignait Dieu et s’écartait du mal. Jb 1, 1 : Bez’ e oa e bro Ous un den, Job e anv. Un den onest ha reizh e oa, o toujañ Doue hag o tistreiñ diouzh an droug.

Sept fils et trois filles lui étaient nés. Jb 1, 2 : Hag e voe ganet dezhañ seizh mab ha teir merc’h ;

Il avait un troupeau de sept mille brebis, trois mille chameaux, cinq cents paires de bœufs, cinq cents ânesses, et il possédait un grand nombre de serviteurs. Cet homme était le plus riche de tous les fils de l’Orient. Jb 1, 3 : e dropell a oa anezhañ seizh mil dañvadez ha tri mil kañval, pemp kant koublad ejened ha pemp kant azenez ; ha dezhañ e oa ur c’hoskor niverus-kenañ. Bez’ e oa an den-se ar pinvidikañ eus holl vibien ar Reter.

Or ses fils avaient coutume d’aller festoyer les uns chez les autres à tour de rôle, et ils faisaient inviter leurs trois sœurs à manger et à boire avec eux. Jb 1, 4 : Ha kustum e oa e vibien da vont da festañ e ti pep unan anezho, a bep eil ; ha kas a raent da bediñ o zeir c’hoar da zebriñ ha da evañ ganto.

Une fois terminé le cycle des festins, Job les faisait venir pour les purifier. Levé de bon matin, il offrait un holocauste pour chacun d’eux. Car Job se disait : « Peut-être mes fils ont-ils péché et maudit Dieu dans leur cœur. » C’est ainsi que Job agissait, chaque fois. Jb 1, 5 : Ha pa veze echu gant an deizioù-festañ, Job o galve d’o glanaat ; ha sevel a rae abred-kaer diouzh ar beure evit kinnig holokostoù hervez o niver dezho holl, rak Job a lavare dezhañ e-unan : "Va mibien a c’hellfe bezañ pec’het ha milliget Doue en o c’halonoù !" E-giz-se e rae Job bepred.

Le jour où les fils de Dieu se rendaient à l’audience du Seigneur, le Satan, l’Adversaire, lui aussi, vint parmi eux. Jb 1, 6 : Hogen un deiz ma oa deuet mibien Doue d’en em ziskouez dirak an Aotrou, e teuas ivez Satan en o zouez.

Le Seigneur lui dit : « D’où viens-tu ? » L’Adversaire répondit : « De parcourir la terre et d’y rôder. » Jb 1, 7 : Hag e lavaras an Aotrou da Satan : "Eus pelec’h e teuez ?" Ma respontas Satan d’an Aotrou en ur lavarout : "Eus kantreal war an douar hag eus mont-dont a bep tu !"

Le Seigneur reprit : « As-tu remarqué mon serviteur Job ? Il n’a pas son pareil sur la terre : c’est un homme intègre et droit, qui craint Dieu et s’écarte du mal. » Jb 1, 8 : Hag an Aotrou a lavaras da Satan : "Ha taolet ac’h eus evezh ouzh va servijer Job ? N’eus ket eveltañ war an douar da vezañ un den peurvat ha reizh, o toujañ Doue hag o ’n em zistreiñ diouzh an droug".

L’Adversaire riposta : « Est-ce pour rien que Job craint Dieu ? Jb 1, 9 : Ha Satan a respontas d’an Aotrou en ur lavarout : "Hag-eñ eo evit netra emañ Job o toujañ Doue ?

N’as-tu pas élevé une clôture pour le protéger, lui, sa maison et tout ce qu’il possède ? Tu as béni son travail, et ses troupeaux se multiplient dans le pays. Jb 1, 10 : Hag-eñ n’ac’h eus ket kaeet en-dro dezhañ, en-dro d’e di, en-dro da gement a zo dezhañ tro-war-dro ? Benniget ac’h eus labour e zaouarn, hag e dropell a zo kresket eston war ar vro.

Mais étends seulement la main, et touche à tout ce qu’il possède : je parie qu’il te maudira en face ! » Jb 1, 11 : Hogen ra blijo ganit astenn da zorn ha skeiñ war gement a zo dezhañ ! A dra sur, da villigañ a raio neuze, a-dal dit !"

Le Seigneur dit à l’Adversaire : « Soit ! Tu as pouvoir sur tout ce qu’il possède, mais tu ne porteras pas la main sur lui. » Et l’Adversaire se retira. Jb 1, 12 : Hag an Aotrou a lavaras da Satan : "Ac’hanta ! Kement a zo dezhañ a zo ez talc’h. Warnañ e-unan avat n’astenni ket da zorn". Ha Satan a yeas kuit a-zirak dremm an Aotrou.

Le jour où les fils et les filles de Job étaient en train de festoyer et de boire du vin dans la maison de leur frère aîné, Jb 1, 13 : Neuze, un deiz ma oa e vibien hag e verc’hed o tebriñ hag oc’h evañ gwin e ti o breur henañ,

un messager arriva auprès de Job et lui dit : « Les bœufs étaient en train de labourer et les ânesses étaient au pâturage non loin de là. Jb 1, 14 : sed ur c’hannad o tont da gaout Job ha da lavarout : "Edo an ejened oc’h arat hag an azenezed o peuriñ en o c’hichen

Les Bédouins se sont jetés sur eux et les ont enlevés, et ils ont passé les serviteurs au fil de l’épée. Moi seul, j’ai pu m’échapper pour te l’annoncer. » Jb 1, 15 : p’o deus ar Sabaiz en em strinket warno d’o skrapañ ha da skeiñ ouzh da servijerien gant dremm ar c’hleze ; ha n’eus nemedon a vefe tec’het kuit evit degas dit ar c’heloù !"

Il parlait encore quand un autre survint et lui dit : « Le feu du ciel est tombé, il a brûlé troupeaux et serviteurs, et les a dévorés. Moi seul, j’ai pu m’échapper pour te l’annoncer. » Jb 1, 16 : Edo c’hoazh o komz pa zegouezhas un all o lavarout : "Tan Doue a zo kouezhet eus an Neñvoù ; devet en deus an deñved, hag ar servijerien en deus lonket. Ha n’eus nemedon a vefe tec’het kuit evit degas dit ar c’heloù !"

Il parlait encore quand un troisième survint et lui dit : « Trois bandes de Chaldéens se sont emparées des chameaux, ils les ont enlevés et ils ont passé les serviteurs au fil de l’épée. Moi seul, j’ai pu m’échapper pour te l’annoncer. » Jb 1, 17 : Edo c’hoazh o komz pa zegouezhas un all o lavarout : "Ar Galdeiz dispartiet e teir bandenn a zo en em daolet war da gañvaled ; o skrapet o deus ha skoet ouzh da servijerien gant dremm ar c’hleze. Ha n’eus nemedon a vefe tec’het kuit evit degas dit ar c’heloù !"

Il parlait encore quand un quatrième survint et lui dit : « Tes fils et tes filles étaient en train de festoyer et de boire du vin dans la maison de leur frère aîné, Jb 1, 18 : Edo c’hoazh o komz pa zegouezhas un all hag a lavaras : "Da vibien ha da verc’hed a oa o tebriñ hag oc’h evañ gwin e ti o breur henañ,

lorsqu’un ouragan s’est levé du fond du désert et s’est rué contre la maison. Ébranlée aux quatre coins, elle s’est écroulée sur les jeunes gens, et ils sont morts. Moi seul, j’ai pu m’échapper pour te l’annoncer. » Jb 1, 19 : pa-z eus deuet un avel vras eus tu ar gouelec’h he deus skoet gant pevar c’horn an ti, kement ma-z eo kouezhet war da vugale ha ma-z int marv ! Ha n’eus nemedon a vefe tec’het kuit evit degas dit ar c’heloù !"

Alors Job se leva, il déchira son manteau et se rasa la tête, il se jeta à terre et se prosterna. Jb 1, 20 : Neuze e savas Job hag e rogas e vantell, e touzas e benn, e kouezhas d’an douar ; hag e stouas

Puis il dit : « Nu je suis sorti du ventre de ma mère, nu j’y retournerai. Le Seigneur a donné, le Seigneur a repris : Que le nom du Seigneur soit béni ! » Jb 1, 21 : en ur lavarout : "Noazh ez on deuet er-maez eus korf va mamm, ha noazh e tistroin dezhañ. An Aotrou en deus roet hag an Aotrou en deus adkemeret, ra vo benniget anv an Aotrou !"

En tout cela, Job ne commit pas de péché. Il n’adressa à Dieu aucune parole déplacée. Jb 1, 22 : Hag en holl gement-se ne bec’has ket Job, na ne zistagas sotoni ebet ouzh Doue.