Levr Job - Pennad 9
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42
Pennad 9
Job prit la parole et dit : Jb 9, 1 : Job en em lakaas da gomz hag a lavaras :
« En vérité, je sais bien qu’il en est ainsi : Comment l’homme pourrait-il avoir raison contre Dieu ? Jb 9, 2 : E gwirionez ec’h ouzon mat emañ kont evel-se : Ya, penaos en divije an den marvus ar gwir gantañ dirak Doue ?
Si l’on s’avise de discuter avec lui, on ne trouvera pas à lui répondre une fois sur mille. Jb 9, 3 : Mar fell dezhañ breutaat gant Doue, n’hello ket respont dezhañ ur wech war mil.
Il est plein de sagesse et d’une force invincible, on ne lui tient pas tête impunément. Jb 9, 4 : Fur a spered ha kreñv a nerzh, eo an den en deus dalc’het penn outañ hag en em dennet.
C’est lui qui déplace les montagnes à leur insu, qui les renverse dans sa colère ; Jb 9, 5 : Rak Eñ eo an hini a ziblas ar menezioù hep gouzout dezho, hag a eilpenn anezho en e gounnar,
il secoue la terre sur sa base, et fait vaciller ses colonnes. Jb 9, 6 : an hini a hej an douar eus e lec’h, en doare ma trabidell e golonennoù,
Il donne un ordre, et le soleil ne se lève pas, et sur les étoiles il appose un sceau. Jb 9, 7 : an hini a c’hourc’hemenn d’an heol da chom hep sevel, hag a lak ur siell war ar stered.
À lui seul il déploie les cieux, il marche sur la crête des vagues. Jb 9, 8 : Astenn a ra an Neñvoù, Eñ hepken, kerzhout a ra war houl ar mor ;
Il fabrique la Grande Ourse, Orion, les Pléiades et les constellations du Sud. Jb 9, 9 : Eñ en deus krouet ar C’harr-kamm hag ar Rastell, ar Yarig ha Kambroù ar C’hreisteiz ;
Il est l’auteur de grandes œuvres, insondables, d’innombrables merveilles. Jb 9, 10 : seveniñ a ra brasterioù disontus, ha burzhudoù n’heller ket niveriñ.
S’il passe à côté de moi, je ne le vois pas ; s’il me frôle, je ne m’en aperçois pas. Jb 9, 11 : Mar tremen em c’hichen ne welan ket anezhañ ; mar diflip kuit, ne verzan netra,
S’il s’empare d’une proie, qui donc lui fera lâcher prise, qui donc osera lui demander : “Que fais-tu là ?” Jb 9, 12 : ma skrap un dra bennak, piv a harzo outañ, piv a lavaro dezhañ : Petra 'rez ?
Dieu ne retient pas sa colère : sous ses pieds se prosternent les auxiliaires de Rahab. Jb 9, 13 : Pa ne zalc’h ket Doue war e gounnar, e pleg dindanañ skoazellerien Rac’hab.
Et moi, je prétendrais lui répliquer ! je chercherais des arguments contre lui ! Jb 9, 14 : Na pegen nebeutoc’h c’hoazh e c’hellfen me respont dezhañ, ha dibab ar c’homzoù am befe da lavarout !
Même si j’ai raison, à quoi bon me défendre ? Je ne puis que demander grâce à mon juge. Jb 9, 15 : Ha goude m’am bije ar gwir ganin, ne resevin ket respont digantañ, peogwir eo va eneber a zlefen aspediñ.
Même s’il répond quand je fais appel, je ne suis pas sûr qu’il écoute ma voix ! Jb 9, 16 : Mar plijfe dezhañ respont d’am galvadenn, eo ma na gredfe ket en devefe selaouet va mouezh,
Lui qui dans la tempête m’écrase et multiplie sans raison mes blessures, Jb 9, 17 : Eñ hag a vres ac’hanon evit un netra, hag a gresk va gloazioù en un doare direzon,
il ne me laisse même pas reprendre haleine, tant il m’abreuve d’amertume. Jb 9, 18 : hep ma lezel da dennañ va alan en-dro, kement e ro din va gwalc’h a c’hwervderioù !
Recourir à la force ? Il est la puissance même. Faire appel au droit ? Mais qui l’assignera ? Jb 9, 19 : Ma-z eus anv a nerzh, eo Eñ an hini ’zo kreñv ; ma-z eus keal a varn, piv her galvo dirak ul lez a justis ?
Même si je suis juste, ma bouche me condamne ; innocent, elle me déclare pervers. Jb 9, 20 : Ha pa vefe ar gwir ganin emañ va genoù ouzh va c’hondaoniñ, ha pa vefen didamall eo va zeod a ray ac’hanon un den diroudet.
Suis-je un homme intègre ? Je ne sais plus moi-même. Vivre me répugne. Jb 9, 21 : Ya, direbech ez on ! Petra 'vern din bevañ ! Va buhez, fae a ran outi !
C’est tout un, je l’ai bien dit : il extermine pareillement l’homme intègre et le criminel. Jb 9, 22 : A-benn ar fin em eus lavaret : un hevelep tra ez eo ! Distrujañ a ra kenkoulz digablus ha kablus !
Si un fléau répand soudain la mort, lui se moque de la détresse des innocents. Jb 9, 23 : Pa-z eus ur walenn o strewiñ souden ar marv, e ra fae ouzh dizesper ar re zivlam.
Un pays est-il livré aux mains du criminel, il met un voile sur la face de ses juges. Si ce n’est lui, qui est-ce donc ? Jb 9, 24 : Ha pa vez roet ur vro etre daouarn un den fallakr, e lak ur ouel dirak daoulagad he renerien : mar n’eo ket Eñ, piv eta ez eo ?
Mes jours, plus rapides qu’un coureur, ont fui sans voir le bonheur. Jb 9, 25 : Va deizioù a zo aet kuit buanoc’h eget ur reder, tec’het int hep dezho gwelout an eurvad !
Ils ont glissé comme barques de jonc, comme l’aigle qui fond sur sa proie. Jb 9, 26 : Riklet o deus war-raok evel bagoù-broen war an dour, evel un erer o plaouiañ war e breizh.
Si je me dis : “Oublie ta plainte, déride ton visage, montre ta joie”, Jb 9, 27 : Mar lavaran : ankounac’haat a rin va c’hlemmadenn, kemmañ a rin doare va dremm ha laouen e vin !
je redoute tous mes tourments, je sais que tu ne m’acquitteras pas. Jb 9, 28 : Neuze em eus aon na zeufe warnon an holl boanioù, pa ouzon n’am lakaez ket kuitezet.
Si je suis coupable, à quoi bon me fatiguer en vain ? Jb 9, 29 : Maz on n’eus forzh penaos sellet evel kablus, perak neuze en em skuizhañ en aner ?
Si je me lave avec de la neige, si je purifie mes mains à la soude, Jb 9, 30 : Mar en em walc’han gant dour soavonell, mar en em naetaan gant kali,
tu me plonges dans la fange, et mes vêtements ont horreur de moi. Jb 9, 31 : e splujez ac’hanon neuze e-kreiz al lastez, ken o deus va dilhad heug ganin.
Car lui n’est pas comme moi un humain pour que je lui réplique et qu’ensemble nous allions en justice. Jb 9, 32 : Eñ n’eo ket un den eveldon ma c’hellfen respont dezhañ, ma c’hellfen mont a-gevret gantañ dirak ul lez-varn.
Pas d’arbitre entre nous pour poser la main sur nous deux, Jb 9, 33 : Ma vije da vihanañ un tredeog etrezomp, evit lakaat e zorn warnomp hon daou,
pour écarter de moi son bâton, et pour que sa terreur ne m’épouvante plus. Jb 9, 34 : evit distreiñ e walenn diouzhin, hag ober na vo ket e spouron ouzh va spontañ !
Alors je parlerais sans avoir peur de lui. Mais il n’en est rien : je suis face à moi-même. Jb 9, 35 : Komz a rin evelkent hep aon razañ, rak d’am daoulagad-me n’on ket evel ma seblantan dezhañ.
