Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Job » Pennad 21

Levr Job - Pennad 21

Levr : Levr Job
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42

Pennad 21



Job prit la parole et dit : Jb 21, 1 : Job en em lakaas da gomz hag a lavaras :

« Écoutez, écoutez mes paroles, et que s’arrêtent là vos consolations. Jb 21, 2 : Selaouit mat va c’homzoù, da vihanañ roit ar frealz-se din ;

Supportez que je parle à mon tour, et quand j’aurai parlé, tu pourras te moquer. Jb 21, 3 : teurvezit va lezel da gomz, goude-se e c’hellot goapaat.

Est-ce d’un homme que je me plains ? Pourquoi, dès lors, ne perdrais-je point patience ? Jb 21, 4 : Hag-eñ eo a-enep un den em eus da glemm ha neuze, penaos ne gollfen ket pasianted ?

Tournez-vous vers moi, soyez stupéfaits ; mettez la main sur la bouche. Jb 21, 5 : En em droit war-zu ennon ha bezit estonet ha lakait ho torn war ho kenoù ;

Quand j’y repense, je suis effrayé et ma chair est saisie d’un frisson. Jb 21, 6 : rak pa ’n em soñjan e vezan spouronet hag e santan stroñsadoù em c’horf.

Pourquoi les méchants demeurent-ils en vie, et même, en vieillissant, accroissent-ils leur fortune ? Jb 21, 7 : Perak e chom ar re fallakr da vevañ, da goshaat, da greskiñ en o finvidigezh ?

Ils voient leur postérité s’affermir auprès d’eux, et leurs rejetons sous leurs yeux. Jb 21, 8 : Emañ tud o lignez o kreñvaat dindan o selloù, o diskennidi o terc’hel da vont dindan o daoulagad.

Leurs maisons en paix ignorent la peur, la férule de Dieu les épargne. Jb 21, 9 : O ziez a vez e peoc’h, dispouron, ne gouezh ket warno gwalenn Doue !

Leur taureau féconde à coup sûr, leur vache met bas sans avorter. Jb 21, 10 : Frouezhus e vez o c’hole, hep mank ebet hag halañ a ra o buoc’h hep koll he leue.

Ils laissent courir leurs gamins comme des brebis, et danser leurs enfants. Jb 21, 11 : Lezel a reont o c’hañfarded da redek evel deñved hag o bugale a dro da gorolliñ ;

Ils saisissent le tambourin et la cithare, ils se réjouissent au son de la flûte. Jb 21, 12 : kanañ a reont war an daboulinig hag ar gitar hag ebatal a reont ouzh son ar fleütig.

Ils achèvent leurs jours dans le bonheur, et descendent en paix au séjour des morts. Jb 21, 13 : E-kreiz an eurvad e kasont da benn o deizioù ha gant peoc’h e tiskennont d’an Ifern ;

Pourtant, ils disent à Dieu : “Écarte-toi de nous ; nous ne désirons pas connaître tes chemins ! Jb 21, 14 : ha koulskoude e vezent o lavarout da Zoue : "En em zistro diouzhimp ! Ne fell ket deomp anavezout da hentoù !

Qu’est-ce que le Puissant pour que nous le servions ? Quel profit avons-nous à le supplier ?” Jb 21, 15 : Petra eo an Hollc’halloudeg evit bezañ en e servij ? Da betra e talvezfe deomp e aspediñ ?"

– En fait, leur bonheur n’est pas dans leur main : je rejette ces pensées des méchants ! Jb 21, 16 : Hag-eñ n’emañ ket o eurvad en o dorn o-unan ? Hag-eñ n’emañ ket pell dioutañ mennadoù ar re fall ?

Voit-on souvent la lampe des méchants s’éteindre, le malheur fondre sur eux, et Dieu, dans sa colère, leur donner en partage des souffrances ? Jb 21, 17 : Pet gwech eo bet mouget lamp ar re zrouk ? Hag ar reuz, daoust hag e kouezh warno ? Pet gwech en deus en e gounnar lodennet poanioù dezho ?

Sont-ils comme paille au vent, comme la bale qu’enlève le tourbillon ? Jb 21, 18 : Daoust hag e vezont evel plouz kaset gant an avel, evel pell diskrapet gant ar gorventenn ?

Dieu réserverait-il pour leurs fils le châtiment ? Qu’il punisse le coupable lui-même, pour qu’il sache ! Jb 21, 19 : Hag-eñ e virfe Doue kastiz an den fall evit e vugale ? Ra gastizo an den fall e-unan evit ma tesko eñ !

Que ses propres yeux voient son infortune, et qu’il s’abreuve à la colère du Puissant. Jb 21, 20 : D’e zaoulagad e-unan da welout ar rivin ! Eñ e-unan ra evo eus kounnar an Hollc’halloudeg !

En effet, que lui importe, après lui, sa maison, une fois qu’est tranché le nombre de ses mois ! Jb 21, 21 : Rak petra 'vern dezhañ tonkadur e di war e lerc’h, ur wech troc’het dezhañ niver e vizvezhioù ?

Est-ce à Dieu qu’on enseigne la science, alors qu’il juge les êtres célestes ! Jb 21, 22 : Hag-eñ eo da Zoue e vefe desket ar skiant, pa-z eo Eñ an hini a varn ar boudoù uhelañ ?

Tel meurt en pleine force, tout tranquille et paisible, Jb 21, 23 : Ha koulskoude sed hemañ o vervel e-kreiz e nerzh, e-kreiz an eurvad ha didrabas,

les flancs chargés de graisse, la moelle de ses os encore fraîche. Jb 21, 24 : goude bezañ karget e gof a zruzoni ha leuniet a freskter mel e eskern.

Tel autre meurt, l’amertume dans l’âme, sans avoir goûté au bonheur. Jb 21, 25 : Hennezh er c’hontrol a varv e c’hwervder e ene, hep bezañ tañvaet an eürusted.

L’un comme l’autre, dans la poussière ils se couchent, et la vermine les recouvre. Jb 21, 26 : An eil hag egile koulskoude a zo kenkoulz gourvezet er poultr hag e teu ar preñved d’o goleiñ !

Certes, je connais vos pensées, les plans que vous forgez contre moi. Jb 21, 27 : Ya, anavezout a ran mat ho soñjoù hag ar menozioù a steuñvit diwar va fenn.

Quand vous dites : “Où est la maison du notable, où est la tente qu’habitent les méchants ?”, Jb 21, 28 : Lavarout a rit : "Pelec’h emañ ti an den lorc’hus, pelec’h emañ an deltenn bet annezet gant ar re fall ?"

n’avez-vous pas questionné les voyageurs, ignorez-vous leurs témoignages ? Jb 21, 29 : Hogen hag-eñ hoc’h eus graet goulennoù ouzh an dremenidi hag anavezet o evezhiadennoù da welout,

Au jour du désastre, le méchant est épargné ; au jour de la fureur, il en réchappe. Jb 21, 30 : penaos e vez espernet an den fall e deiz ar gwalleur, penaos e tiflip e deiz ar fulorioù ?

Qui lui reproche en face sa conduite, et ce qu’il a commis, qui le lui fait payer ? Jb 21, 31 : Piv ’ta a gred tamall dezhañ en e fas e zoareoù, hag ar pezh en deus graet, piv en rent dezhañ ?

Lui, on l’escorte au cimetière et on veille sur son tertre. Jb 21, 32 : Pa vez kaset d’ar vered, e veilh an dud war e grugell ;

Douces lui sont les mottes de la vallée, derrière lui tout un peuple défile, devant lui une foule innombrable. Jb 21, 33 : dous e vo dezhañ moudennoù an draonienn ; war e lerc’h eo ur boblad en em zibun ha dirazañ un engroez diniver.

Comment pouvez-vous m’offrir d’aussi vaines consolations ? De vos réponses il ne reste que tromperie. » Jb 21, 34 : Penaos eta degas din frealzioù ken didalvez ? Eus ho respontoù ne van nemet touellerezh !