Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Job » Pennad 38

Levr Job - Pennad 38

Levr : Levr Job
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42

Pennad 38



Le Seigneur s’adressa à Job du milieu de la tempête et dit : Jb 38, 1 : Hag an Aotrou a respontas da Job eus a-greiz ar gorventenn hag a lavaras :

« Quel est celui-là qui obscurcit mes plans par des propos dénués de sens ? Jb 38, 2 : Piv eo an hini a daol teñvalijenn war va skiantegezh, gant gerioù o vankout a boellegezh ?

Ceins donc tes reins comme un homme. Je vais t’interroger, et tu m’instruiras. Jb 38, 3 : Gouriz eta da lounezhi evel ur gouron : Ober a rin ouzhit goulennoù, ha kenteliet e vin ganit !

Où étais-tu quand j’ai fondé la terre ? Indique-le, si tu possèdes la science ! Jb 38, 4 : Pelec’h e oas pa ziazezen an douar ? Hen diskouez din, mar anavezez ar veizegezh !

Qui en a fixé les mesures ? Le sais-tu ? Qui sur elle a tendu le cordeau ? Jb 38, 5 : Piv en deus divizet e vuzulioù, mar her gouezez, pe piv en deus stegnet warnañ ar gordennig ?

Sur quoi ses bases furent-elles appuyées, et qui posa sa pierre angulaire Jb 38, 6 : E petra eo bet sanket e sichennoù, pe piv en deus pozet e vaen-korn ?

tandis que chantaient ensemble les étoiles du matin et que tous les fils de Dieu criaient d’allégresse ? Jb 38, 7 : Pa gane a-strollad stered ar mintin ha pa youc’he holl vibien Doue !

Qui donc a retenu la mer avec des portes, quand elle jaillit du sein primordial ; Jb 38, 8 : Piv en deus gant daou stalaf serret war ar mor, pa strinke o tifloupañ eus an askre ?

quand je lui mis pour vêtement la nuée, en guise de langes le nuage sombre ; Jb 38, 9 : Pa lakais dezhañ ar c’hoabr da wiskamant hag ur goumoulenn da vezañ e vailhurenn.

quand je lui imposai ma limite, et que je disposai verrou et portes ? Jb 38, 10 : Treset em eus dezhañ e dermen, pozet dezhañ morailhoù ha dorioù,

Et je dis : “Tu viendras jusqu’ici ! tu n’iras pas plus loin, ici s’arrêtera l’orgueil de tes flots !” Jb 38, 11 : ha lavaret em eus : betek amañ ez i, n’eo ket larkoc’h, amañ e vo torret lorc’hentez da houl !

As-tu, une seule fois dans ta vie, donné des ordres au matin, assigné son poste à l’aurore, Jb 38, 12 : Hag-eñ ac’h eus biskoazh gourc’hemennet d’ar mintin, ha divizet e blas da darzh an deiz,

pour qu’elle saisisse la terre aux quatre coins et en secoue les méchants ? Jb 38, 13 : dezhañ da gregiñ e kornioù an tir, evit hejañ diwarnañ ar re fallakr,

La terre alors prend forme comme argile sous le sceau et se déploie tel un vêtement ; Jb 38, 14 : pa zeu an douar da gaout liv ar pri da siellañ ha da vezañ livet evel ur gwiskamant,

aux méchants est enlevée la lumière, et le bras qui se levait est brisé. Jb 38, 15 : pa vez d’ar re zrouk nac’het o sklêrijenn ha torret ar vrec’h drouk-savet.

Es-tu parvenu jusqu’aux sources de la mer, as-tu circulé au fond de l’abîme ? Jb 38, 16 : Hag-eñ ac’h eus tizhet betek mammennoù ar mor ha baleet e strad an islonk ?

Les portes de la mort se sont-elles montrées à toi, les as-tu vues, les portes de l’ombre de mort ? Jb 38, 17 : Hag en em ziskouezet o deus dit dorioù ar Marv, ha gwelet ac’h eus porzhierien an deñvalijenn ?

As-tu réfléchi à l’immensité de la terre ? Raconte, si tu sais tout cela ! Jb 38, 18 : Hag en em soñjet ac’h eus war ec’honderioù an douar ? Hen diskouez eta, mar anavezez kement-se holl !

Quel chemin mène à la demeure de la lumière, et l’obscurité, quel est son lieu, Jb 38, 19 : Pehini eo an hent da di ar sklêrijenn, hag an teñvalderioù, pelec’h emañ o chomadur ?

pour que tu conduises chacune à son domaine et discernes les sentiers de sa maison ? Jb 38, 20 : Evidout d’o degas d’o domani, evidout da spisaat gwenodennoù o zi !

Si tu le sais, alors tu étais né, et le nombre de tes jours est bien grand ! Jb 38, 21 : Her gouzout a rez moarvat, rak ganet e oas neuze, ken bras ma-z eo niver da zeizioù !

Es-tu parvenu aux réserves de neige, as-tu vu les réserves de grêle Jb 38, 22 : Hag antreet out e mirlec’hioù an erc’h, ha porzhioù-dastum ar c’hazarc’h, ha gwelet ac’h eus anezho ?

que j’ai ménagées pour le temps de détresse, pour le jour de combat et de guerre ? Jb 38, 23 : Ar re am eus lakaet a gostez evit amzer an enkrez, evit deiz ar stourm hag an emgann !

Par quel chemin se diffuse la lumière ? par où le vent d’est se répand-il sur terre ? Jb 38, 24 : Dre be hent en em strew ar sklêrijenn hag en em led avel ar Reter war an douar ?

Qui donc a creusé à l’ondée une rigole, une route à la nuée qui gronde, Jb 38, 25 : Piv en deus digoret ur san d’ar barrad-glav hag un hent da ruilhadeg ar c’hurun,

pour faire pleuvoir sur une terre sans homme, sur un désert sans nul être humain, Jb 38, 26 : evit lakaat dour da gouezhañ war an douar digenvez, war ar gouelec’h ha n’eus den o chom ennañ,

pour abreuver les solitudes désolées et faire germer l’herbe de la steppe ? Jb 38, 27 : evit dourañ gwastadur ha mantradur ha lakaat leton da ziwan war ar stepenn ?

La pluie a-t-elle un père ? Qui donc a engendré les gouttelettes de rosée ? Jb 38, 28 : Daoust hag un tad a zo d’ar glav, hag ar glizhennoù, piv en deus engehentet anezho ?

De quel ventre est sortie la glace, et le givre des cieux, qui l’enfanta ? Jb 38, 29 : Eus askre piv e tifluk ar skorn, ha frim an Neñvoù, piv a c’han anezhañ,

Les eaux se condensent comme la pierre et la surface de l’abîme se fige. Jb 38, 30 : pa galeta an dourioù evel maen ha pa sklas dremm an islonk ?

Peux-tu nouer les liens des Pléiades ou desserrer les cordes d’Orion, Jb 38, 31 : Ha te eo a skoulm liammoù ar Seizh steredenn, pe a zistag ar c’herdin diwar Orion ?

faire paraître en leur temps les constellations, conduire la Grande Ourse avec ses petits ? Jb 38, 32 : Ha te eo a lak ar Werelaouen da vont er-maez en he c’houlz, hag a vlegn an Arzhez gant he re vihan ?

Connais-tu les décrets des cieux ? appliques-tu leur charte sur la terre ? Jb 38, 33 : Hag anaout a rez lezennoù an Neñv, hag urzhiañ a rez o galloud war an douar ?

Te suffit-il d’élever la voix vers un nuage pour qu’une masse d’eau te couvre ? Jb 38, 34 : Hag-eñ e savez da vouezh betek an oabl, evit bezañ goloet gant ur pilad-dour ?

Est-ce toi qui lances les éclairs pour qu’ils partent, en te disant : “Nous voici” ? Jb 38, 35 : Hag-eñ e c’hellez kas al luc’hed war-raok, ma lavaront dit : setu-ni !

Qui a mis dans l’ibis la sagesse, qui a donné au coq l’intelligence ? Jb 38, 36 : Piv en deus lakaet furnez en ibiz, piv en deus roet skiant d’ar c’hog ?

Qui peut avec sagesse dénombrer les nuées ? Qui incline les outres des cieux Jb 38, 37 : Piv a gont gant ampartiz niver ar c’houmoul, ha piv a lak war o c’hostez seier-lêr an neñv,

tandis que s’agglomère la poussière et que les mottes s’agglutinent ? Jb 38, 38 : ma teu ar poultr da galetaat hag ar mouded da dolzennañ ?

Chasses-tu pour la lionne une proie ? Peux-tu assouvir la voracité des lionceaux Jb 38, 39 : Hag-eñ e chaseez ur preizh evit al leonez, ha reiñ a rez o gwalc’h da naon he leonedigoù,

lorsqu’ils se tapissent dans les tanières et se tiennent aux aguets dans le fourré ? Jb 38, 40 : pa vezont souchet en o bod, pa vezont war-c’hed er strouezh ?

Qui prépare au corbeau sa provende, quand ses petits crient vers Dieu et titubent faute de nourriture ? Jb 38, 41 : Piv a aoz pourvez-boued d’ar vran, pa vez he re vihan o c’harmiñ etrezek Doue hag o charigellat dre vank a vevañs ?