Levr Job - Pennad 16
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42
Pennad 16
Job prit la parole et dit : Jb 16, 1 : Job en em lakaas da gomz hag a lavaras :
« Que de fois ai-je entendu de tels propos ! Vous êtes tous de piètres consolateurs ! Jb 16, 2 : Alies em eus klevet komzoù seurt-se : frealzerien boanius ez oc’h c’hwi holl.
À ces paroles de vent, y aura-t-il une fin ? Et qu’est-ce qui t’incite, toi, à répliquer ? Jb 16, 3 : Daoust hag ur fin a vo d’ar c’homzoù avel-se ? Pe petra a vroud ac’hanoc’h da respont ?
Moi aussi, je parlerais comme vous, si vous étiez à ma place ; je vous accablerais de discours et je hocherais la tête à votre sujet. Jb 16, 4 : Me ivez eo eveldoc’h e komzjen, ma vijec’h-c’hwi em flas-me : dibunañ a rajen komzoù diwar ho koust, en ur hejañ va fenn war ho tivout.
Je vous réconforterais par mes paroles, et le mouvement de mes lèvres vous serait un soulagement. Jb 16, 5 : Ho kennerzhañ a rajen gant va genoù, hep derc’hel war flaperezh va muzelloù.
À présent, si je parle, ma douleur n’est pas soulagée ; si je m’abstiens, va-t-elle pour autant s’en aller ? Jb 16, 6 : Hogen mar komzan-me ne vo ket distanet d’am glac’har ; mar ne ran ket, n’eo ket evit se ez aio kuit diouzhin.
Or maintenant on m’a poussé à bout. – Oui, tu as ravagé tout mon entourage, Jb 16, 7 : Ya, setu-me bremañ skuizh-divi gant an den a warizi, emañ e holl vandennad o kregiñ ennon.
tu m’as couvert de rides. Ma maigreur se fait témoin ; elle se dresse devant moi et m’accuse en face. Jb 16, 8 : En em lakaat a ra da dest en ur sevel em enep : va falstamaller a zo o komz a-enep din.
Mon adversaire, dans sa colère, me déchire, me traque, il grince des dents contre moi, il aiguise sur moi ses regards. Jb 16, 9 : Emañ e gounnar ouzh va dispenn ha va zagañ, en ur skrignal e zent warnon ; va enebour a lemm e zaoulagad a-enep din !
Les gens ouvrent leur bouche contre moi ; ils me giflent en m’insultant ; ensemble, contre moi ils s’ameutent. Jb 16, 10 : Digoret o deus o genoù em enep ; evit va dismegañsiñ o deus skoet ouzh va divjod, holl a-unan en em isont a-enep din.
Dieu me livre à des garnements, aux mains des méchants il me jette. Jb 16, 11 : Doue en deus va roet d’an den direizh, va stlapet en deus etre daouarn ar re fallakr ;
J’étais paisible, il m’a brisé, il m’a saisi par la nuque et mis en pièces ; il m’a dressé comme cible, Jb 16, 12 : e peoc’h e oan ha va brevet en deus, kroget en deus em choug ha va freget ; va savet en deus em sav ma vin pal e viroù,
ses flèches me cernent, il transperce mes reins sans pitié, il répand ma bile sur le sol. Jb 16, 13 : en-dro din e nij e zaredoù ; treantiñ a ra didruez va lounezhi, skuilhañ a ra va bestl d’an douar.
Il ouvre en moi brèche sur brèche, fonce sur moi, tel un guerrier. Jb 16, 14 : Freuzet on gantañ, toull-freuz war doull-freuz, sailhañ a ra a-enep din evel ur brezelour.
J’ai cousu le sac de deuil sur ma peau, traîné mon front dans la poussière. Jb 16, 15 : Gwriet em eus ur sac’h war va c’hroc’hen, ha sanket va zal e-barzh ar poultr ;
Mon visage est rougi par les pleurs, sur mes paupières s’étend l’ombre de mort. Jb 16, 16 : ruziet eo va dremm gant an daeroù, ha war lugern va daoulagad e tiskenn ar skeud,
Pourtant, nulle violence en mes mains et ma prière est pure ! Jb 16, 17 : daoust ma n’eus em daouarn droug-nerzh ebet, ha ma-z eo glan va fedenn.
Terre, ne couvre pas mon sang, et que rien n’arrête mes cris ! Jb 16, 18 : Te, o douar ! Arabat dit goleiñ va gwad ! Na vezet netra evit mougañ va garm !
Même maintenant, j’ai dans le ciel mon témoin, dans les hauteurs mon répondant. Jb 16, 19 : Ya, bremañ eo en Neñvoù em eus un test, en uhelderioù ma ’m eus ur gwarant ;
Mes amis se moquent de moi, c’est vers Dieu que pleurent mes yeux. Jb 16, 20 : aet eo va garm betek Doue, dirazañ o deus diveret va daeroù.
Ah, si Dieu pouvait être arbitre entre l’homme et lui-même, comme entre un fils d’homme et son semblable ! Jb 16, 21 : A ! Ma vije un tredeog etre an den ha Doue, evel ma-z eus etre un den hag un den all !
Car elles sont comptées, les années à venir, et je vais prendre un chemin sans retour. Jb 16, 22 : Rak gwall-skoet eo ar bloavezhioù a chom din, ken ma-z in war-raok gant an hent hep distro.
