Levr Job - Pennad 10
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42
Pennad 10
La vie me dégoûte, je veux donner libre cours à ma plainte, d’un cœur amer, je parlerai. Jb 10, 1 : Heugiñ a ra va ene gant ar vuhez, leuskel a rin va c’hlemmadenn da vont, en ur gomz e c’hwervoni va c’halon.
Je dirai à Dieu : Ne me condamne pas, fais-moi connaître tes griefs contre moi. Jb 10, 2 : Lavarout a rin da Zoue : Arabat dit va c’hondaoniñ ! Gra din gouzout petra 'c’h eus a-enep din !
Est-ce un bien pour toi d’opprimer, de renier l’œuvre de tes mains et de favoriser les intrigues des méchants ? Jb 10, 3 : Ha mat e vefe dit bezañ feuls, disprizout oberenn da zaouarn, ha kaout plijadur gant mennad ar re zroug ?
As-tu des yeux de chair, et ton regard est-il celui des humains ? Jb 10, 4 : Hag-eñ eo daoulagad kig eo da re, hag evel ma wel an dud e welfes-te ?
tes jours sont-ils comme les jours d’un mortel, et tes années, comme celles d’un homme, Jb 10, 5 : Daoust hag evel deizioù an dud eo da zeizioù, evel deizioù Mab Adam da vloavezhioù,
pour que tu recherches mon crime et que tu enquêtes sur mon péché, Jb 10, 6 : evit ober enklask war va fazi, hag imbourc’hiñ war va fec’hed,
bien que tu me saches non coupable et que nul ne puisse délivrer de ta main ? Jb 10, 7 : goude ma c’houzout n’on ket kablus, ha pa n’eus den evit va zennañ eus da zaouarn ?
Tes mains m’ont façonné, créé, de toutes pièces, et tu voudrais me détruire ! Jb 10, 8 : Da zaouarn o deus va stummet ha va furmet tro-dro, ha goude-se ez afes d’am distrujañ ?
Souviens-toi : tu m’as pétri comme l’argile, et tu me ramènerais à la poussière ! Jb 10, 9 : Az pez soñj eta ac’h eus va meret gant pri, hag ez eo d’ar poultr am lakai da zistreiñ !
Ne m’as-tu pas versé comme le lait, et fait prendre comme le fromage ? Jb 10, 10 : Hag-eñ n’ac’h eus ket va skuilhet evel laezh, ha va c’haouledet evel keuz ?
De peau et de chair tu m’as vêtu, d’os et de nerfs tu m’as tissé. Jb 10, 11 : Gant kroc’hen ha kig ac’h eus va gwisket, ha va gwiadet gant eskern ha nervennoù :
Tu m’as donné vie et amour, veillant sur mon souffle avec sollicitude. Jb 10, 12 : Grataet ac’h eus din buhez ha gras, ha da breder en deus beilhet war va alan.
Mais tu as gardé une arrière-pensée, je sais ce que tu trames : Jb 10, 13 : Hogen sed amañ petra e oas o kuzhat ez kalon, gouzout a ran eo kement-mañ a zo da soñj :
si je commets un péché, tu me prends sur le fait et ne me tiens pas quitte de ma faute. Jb 10, 14 : teurel pled hag-eñ e pec’han, ha chom hep va lakaat kuites eus va faot.
Si je suis coupable, malheur à moi ! Si j’ai raison, je n’ose lever la tête, gorgé de honte, abreuvé d’affliction. Jb 10, 15 : Mard on kablus, gwa me ! Ha mard on reizh, n’on ket c’hoazh evit sevel va fenn, me hag am eus va gwalc’h a vezh hag a reuzeudigezh.
Si je me relève, tel un lion tu me pourchasses, tu redoubles contre moi tes exploits, Jb 10, 16 : Mar digromman va c’hein e redez war va lerc’h evel ul leon, hag ez adkrogez gant da daolioù-kaer a-enep din ;
tu m’opposes de nouveaux témoins, tu augmentes ta colère envers moi, des troupes contre moi se relayent. Jb 10, 17 : hep ehan hag adarre e savez em enep, lakaat a rez da gounnar ouzhin da greskiñ, hag e vountez bagadoù nevez d’am argadiñ.
Pourquoi donc m’as-tu fait sortir du sein maternel ? J’aurais expiré, nul œil ne m’aurait vu ; Jb 10, 18 : Perak eta ec’h eus va zennet eus an askre ? Marvet e vijen bet ha lagad ebet n’en divije va gwelet.
je serais comme n’ayant pas été, on m’aurait porté du ventre à la tombe. Jb 10, 19 : Bet e vijen evel pa ne vijen ket bet, ha douget e vijen bet eus an askre d’ar bez.
N’est-ce pas peu de chose que la durée de mes jours ? Retire-toi de moi pour que j’éprouve un peu de joie, Jb 10, 20 : Deizioù va buhez, hag-eñ n’int ket gwall-verr : Distro diouzhin da sell evit ma 'm bo un tamm eurvad,
avant que je m’en aille sans retour au pays des ténèbres et de l’ombre de mort, Jb 10, 21 : kent ma-z in war-raok hep distro, da vro an dic’houloù hag ar skeud,
pays où le crépuscule est obscurité, ombre de mort et désordre, où la clarté même est obscure. » Jb 10, 22 : da vro an duder hag an diskurlu ma-z eo ar sklaerder enni re-bar d’an deñvalijenn !
