Levr Job - Pennad 35
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42
Pennad 35
Élihou prit la parole et dit : Jb 35, 1 : Elihou a gendalc’has da gomz hag a lavaras :
« Penses-tu être dans ton droit quand tu déclares : “J’ai raison contre Dieu”, Jb 35, 2 : Daoust hag e kredez ez eo a-walc’h evit kaout ar gwir ganit, lavarout : Me ’zo reizh dirak Doue !
quand tu lui dis : “Toi, que t’importe, et pour moi quel profit, si je pèche ou non ?” Jb 35, 3 : Pa ziskleriez : da betra e servij se din ? Petra 'c’hounezan o chom hep pec’hiñ ?
Moi, je te répliquerai, en même temps qu’à tes amis. Jb 35, 4 : Ez an-me da respont dit ha d’az mignoned ganit-te.
Considère les cieux, et vois ; regarde les nuées : elles sont plus hautes que toi. Jb 35, 5 : Sell ouzh an Neñvoù ha gwel, arvest ar c’hoabr penaos ez int uheloc’h egedout :
Si tu pèches, en quoi vas-tu l’atteindre ? Que reçoit-il de ta main ? Jb 35, 6 : Mar pec’hez, peseurt droug a rez gant se dezhañ ? Petra a resevfe eus da zorn ?
Ta méchanceté ne touche que tes semblables, et ta justice, des fils d’homme. Jb 35, 8 : Met war an den e-unan eo e kouezh e fallagriezh, hag ez eo da Vab-Adam e-unan e servij e reizhder.
Sous le poids de l’oppression ils gémissent, sous la violence des grands ils crient. Jb 35, 9 : Pa vezer re wasket e c’harmer, dindan drouk-nerzh an dud vras e krier forzh ;
Mais on ne dit pas : “Où est Dieu qui m’a fait, qui inspire des hymnes dans la nuit, Jb 35, 10 : met ne vez ket lavaret : pelec’h emañ Doue hon oberour, Eñ hag a ro deomp nerzh en-dro gant an noz,
qui nous instruit plus que les bêtes de la terre et nous rend plus sages que les oiseaux du ciel ?” Jb 35, 11 : a ro deomp kentel dre loened an douar, ha furnez dre evned an neñv ?
Dès lors, on crie, et lui ne répond pas, à cause de l’orgueil des malfaisants. Jb 35, 12 : Pa c’harmer hep ma teufe da respont, pa vezer dindan lorc’hentez ar re fallakr,
Assurément, ce qui est illusoire, Dieu ne l’écoute pas, le Puissant n’y prête pas attention. Jb 35, 13 : Pegen sot lavarout ne glev ket Doue ha ne daol an Hollc’halloudeg evezh ebet !
Encore moins, quand tu dis : “Je ne l’aperçois pas, mon procès est ouvert devant lui et je l’attends.” Jb 35, 14 : Pa ziskleriez : ne sell ket ouzhimp ! Emañ dija da gaoz dirazañ, gortoz anezhañ eta !
Et maintenant tu dis : “Sa colère ne châtie pas, il ne tient guère compte de l’arrogance” Jb 35, 15 : A-dal bremañ, mard emañ e gounnar o kastizañ an drougiezh, eo dre ma anavez an diheñchadurioù.
C’est en vain que Job ouvre la bouche, par ignorance il accumule des mots. » Jb 35, 16 : Evel-se eo evit komzoù goullo e tigor Job e c’henoù, hag ez eo gant diskiantegezh ma ro astenn d’e gomzoù.
