Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Job » Pennad 36

Levr Job - Pennad 36

Levr : Levr Job
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42

Pennad 36



Élihou continua et dit : Jb 36, 1 : Elihou a gendalc’has da gomz hag a lavaras :

« Patiente un peu avec moi, je vais t’instruire, car il y a d’autres choses à dire en faveur de Dieu. Jb 36, 2 : Gortoz c’hoazh ur pennadig ma kelennin ac’hanout, rak c’hoazh ez eus da gomz a-du gant Doue :

J’irai chercher ma science au loin pour donner raison à celui qui m’a fait. Jb 36, 3 : Tennañ a rin eus a bell bras va gouiziegezh, ha justis a rentin d’an Hini en deus va c’hrouet.

Car, en vérité, mes paroles ne sont pas mensonge, c’est un parfait connaisseur que tu as devant toi. Jb 36, 4 : Rak evit gwir va lavaroù n’int ket gevier, ur mestr a skiantegezh eo an hini ’zo dirazout !

Vois : Dieu est puissant, il ne méprise pas, il est puissant et d’un cœur magnanime. Jb 36, 5 : Ya, Doue a zo galloudek ha nerzhus, met ne zispriz ket neb a zo reizh a galon ;

Il ne laisse pas vivre le méchant mais rend justice aux pauvres. Jb 36, 6 : ne lez ket an den fallakr da vevañ, hogen d’ar reuzeudien e rent justis ;

Il ne détourne pas ses yeux des justes ; à l’instar des rois sur le trône, il les fait siéger pour toujours, mais ils s’enorgueillissent. Jb 36, 7 : ne zistro ket e zaoulagad diouzh an den reizh. Kadoriañ a ra ar rouaned war o zron hag o lakaat a ra da goazezañ da viken ; nemet pa-z en em uhel-savont,

Et s’ils se retrouvent prisonniers des chaînes, pris dans les liens de la misère, Jb 36, 8 : e vezont dalc’het e chadennoù ha nasket e kerdin ar reuzeudigezh.

Dieu leur montre leurs œuvres et leurs péchés commis par orgueil. Jb 36, 9 : Diskuliañ a ra neuze dezho petra o deus graet, peseurt torfedoù o deus sevenet en o lorc’h ;

Il leur ouvre l’oreille pour les avertir et leur ordonne de se détourner du mal. Jb 36, 10 : digeriñ a ra o skouarn d’ar gentel, en ur c’hourc’hemenn dezho distreiñ diouzh an droug.

S’ils écoutent et se mettent à son service, leurs jours s’achèveront dans le bonheur, et leurs années dans les délices. Jb 36, 11 : Mar selaouont gant sujidigezh, ec’h echuint o deizioù en eurvad hag o bloavezhioù en dudioù.

Mais s’ils n’écoutent pas, ils passent par le chenal de la mort et ils périssent faute d’intelligence. Jb 36, 12 : Mar ne selaouont ket e tremenint dre ar marv hag e varvint dre faot a skiantegezh.

Quant aux impies qui dans leur cœur se mettent en colère, ils ne crient pas vers Dieu lorsqu’il les enchaîne ; Jb 36, 13 : Evit ar c’halonoù fallakr hag a chom en o c’hounnar, hep goulenn pardon pa vezont chadennet,

leur âme meurt en pleine jeunesse, et leur vie s’achève dans la prostitution. Jb 36, 14 : e varvo o eneoù e-kreiz o yaouankiz, hag o buhez en o oad-krenn.

Dieu sauve le malheureux par son malheur ; par la détresse il lui ouvre l’oreille. Jb 36, 15 : Met salviñ a ra ar paour dre e baourentez hec’h-unan, ha dre e reuzeudigezh e tigor e zivskouarn ;

Toi aussi, il te fait passer de l’étreinte de l’angoisse à un espace où rien ne gêne, et la table disposée pour toi débordera de mets succulents. Jb 36, 16 : evel-se da dennañ e raio, te ivez, eus genoù an anken, evit reiñ dit frankiz ha da ziwall diouzh an dienez, gant un daol kempennet mat ha karget a veuzioù fonnus.

Si tu dois mener à bien le jugement du méchant, que le jugement et le droit soient ton appui ! Jb 36, 17 : Barner e vi e prosez an den fallakr hag ar justis az po etre da zaouarn ;

Prends garde que l’abondance ne te séduise et que de riches présents ne te fassent dévier. Jb 36, 18 : met diwall na vefes lorbet gant ul largentez bennak ha na vefes diheñchet gant braster ar gounid.

Est-ce en criant que tu mettras à égalité l’homme démuni et tous les détenteurs de pouvoir ? Jb 36, 19 : Lak ar priñs war an hevelep pazenn hag an den hep arc’hant hag ar re c’halloudus a-gevatal gant ar re baour.

Ne soupire pas après la nuit où des peuples monteront pour prendre la place. Jb 36, 20 : Na zifenn ket kostezenn ar rener, gant aon na vefe gwasket ar bobl dindanañ.

Garde-toi de te tourner vers le mal car c’est à cause de cela que tu as été éprouvé par le malheur. Jb 36, 21 : Diwall d’en em dreiñ etrezek an droug, rak en abeg da se eo ma 'c’h eus gouzañvet gwalleur.

Vois : Dieu est sublime en sa force. Qui enseigne comme lui ? Jb 36, 22 : Ya sur ! Doue a zo an holl-uhel dre e c’halloud, piv ’zo mestr eveltañ ?

Qui lui a jamais dicté sa conduite ? Qui peut lui dire : “Tu as commis l’injustice ?” Jb 36, 23 : Piv en deus gourc’hemennet dezhañ e labour, ha piv en deus lavaret dezhañ : Direizh eo ar pezh a rez !

Souviens-toi de magnifier son œuvre que les hommes célèbrent par des chants. Jb 36, 24 : Az pez soñj da uhel-veuliñ e oberenn, hi hag a vez kanet gant an dud.

Tout homme la contemple, de loin le mortel la regarde. Jb 36, 25 : Pep den a arvest anezhi, daoust da Vab-Adam he gwelout eus a bell.

Vois : Dieu est grand, au-delà de notre savoir, le nombre de ses années est sans mesure. Jb 36, 26 : Ya sur ! Uhel-meurbet eo Doue, a-us da bep anaoudegezh, ha disontus eo niver e vloavezhioù.

Il attire les gouttes d’eau, distille la pluie en un grand flot. Jb 36, 27 : Eñ eo an hini a sun eus ar mor an takennoù dour hag a lak ar glav da aezhenniñ ha da vorenniñ,

Les nuages en ruissellent et le répandent sur la foule des hommes. Jb 36, 28 : ma vo skuilhet gant ar c’hoabr ha ma vo strilhet war an dud ;

Qui comprendra aussi les déploiements du nuage, les craquements de la hutte céleste ? Jb 36, 29 : Piv a gompreno emled ar c’houmoul ha strakadennoù e lochenn ?

Voici qu’il s’enveloppe de sa lumière et couvre les racines de la mer. Jb 36, 30 : Setu m’en deus astennet e gambroù uhel, ha lakaet ur ouel war gwrizioù ar mor ;

Par les éléments il juge les peuples et donne la nourriture à profusion. Jb 36, 31 : rak drezañ e ro magadur d’ar pobloù hag e pourchas bevañs dezho gant fonnusted.

Il couvre ses deux paumes de l’éclair et lui désigne une cible. Jb 36, 32 : a-leizh-dorn en deus lakaet e luc’hedenn da sevel, en ur c’hourc’hemenn he fal dezhi ;

Son tonnerre proclame sa présence, et la tempête, la passion de sa colère. Jb 36, 33 : e gurun a ro keloù diwar e benn, an arnev a embann e gounnar.