Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Job » Pennad 30

Levr Job - Pennad 30

Levr : Levr Job
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42

Pennad 30



Et maintenant, je suis la risée de plus jeunes que moi, dont je méprisais trop les pères pour les mettre avec les chiens de mon troupeau. Jb 30, 1 : Ha bremañ ez on danvez a c’hoap, evit tud yaouankoc’h egedon, int hag a zisprizen o zadoù betek re, pa lakaen anezho gant chas va zropelloù.

Même la force de leurs mains, à quoi m’eût-elle servi ? Toute énergie en eux avait péri. Jb 30, 2 : Ha da betra en divije servijet din nerzh o daouarn, peogwir e oa kollet ganto o holl greñvder,

Épuisés par la disette et la famine, ils rongeaient la steppe, crépuscule de malheur et de désolation. Jb 30, 3 : en abeg d’o dienez ha d’an naonegezh doanius. Krignat a raent gwrizioù ar gouelec’h, o mamm a oa ur vro a wastadur hag a vantradur,

Ils cueillaient sur les buissons une herbe au goût de sel ; racine de genêts : c’était là tout leur pain ! Jb 30, 4 : lec’h ma kutuilhent delioù ar c’haol-gwenn, ha ma raent o bara eus gwrizioù ar balan.

On les bannissait de la société, on criait sur eux comme sur un voleur. Jb 30, 5 : Eus a-greiz an dud e vezent argaset ; huchet e veze war o lerc’h evel war-lerc’h laeron,

Ils faisaient leur logis dans le creux des ravins, les cavités du sol et les rochers. Jb 30, 6 : en doare m’o devoa o chomadur ouzh tor ar froudoù-dour, e toulloù ar pri hag ar roc’h.

Ils vociféraient au milieu des buissons ; sous les chardons, ils s’entassaient. Jb 30, 7 : Hinnoal a raent e-touez ar bodennoù, dindan an askol en em vernient ;

Fils d’insensé, pire : fils d’un homme sans nom, ils étaient expulsés du pays ! Jb 30, 8 : mibien an astud, mibien tud dizanv, dispartiet e oant diouzh ar vro.

Je suis maintenant leur chanson, et ils parlent sur moi. Jb 30, 9 : Ha bremañ eo me a zo danvez o son, me an hini a vez ganto fablet warnon !

Ils m’ont en horreur et prennent leur distance, à mon visage ils n’épargnent pas le crachat. Jb 30, 10 : Euzhiñ a reont ganin, pellaat diouzhin, ha d’am bizaj n’espernont ket o c’hrañch.

Parce que Dieu a relâché la corde de mon arc et m’a humilié, eux, devant moi, perdent toute retenue. Jb 30, 11 : Rak Eñ en deus distegnet va gwareg ha va izelaet ; ha neuze dirazon e tistaolont diouto gweskenn o genoù.

À ma droite surgit la canaille ; ils me font lâcher pied ; ils élèvent contre moi leurs rampes de malheur. Jb 30, 12 : A-zehoù din e sav un noueañs a dud, a glask pakañ va zreid en o lasoù ; kempenn a reont en-dro din o hentoù a walleur ;

Ils détruisent mon sentier et s’affairent à ma ruine, sans avoir besoin d’aide. Jb 30, 13 : dispenn a reont va gwenodenn d’am diskar, pignat a reont hep den ebet da herzel outo ;

Ils arrivent comme par une large brèche, sous les décombres ils se bousculent. Jb 30, 14 : dont a reont evel dre un toull-freuz ledan, en em silañ a reont dindan an dismantroù.

Les terreurs se tournent contre moi. Ma dignité est emportée par le vent, mon salut est passé comme nuage ! Jb 30, 15 : Spouronoù a zo en em droet ouzhin, skubet eo va esper evel gant avel-dro ; evel ur goumoulenn eo tremenet kuit va silvidigezh.

Et maintenant mon âme en moi s’épanche ; des jours d’affliction m’ont saisi. Jb 30, 16 : Ha bremañ ennon en em skuilh va ene, deizioù a reuz a zo krog ennon :

La nuit transperce mes os, et ce qui me ronge n’a pas de répit. Jb 30, 17 : E-kerz an noz e vez treuzet va eskern, ha va gwazhied ne gouskont ket ken.

Avec une grande violence Dieu saisit mon vêtement, il me serre au col de ma tunique. Jb 30, 18 : Eñ gant nerzh bras en deus kroget em dilhad, stardañ a ra warnon dre c’houzougenn va zoneg ;

Il m’a jeté dans la fange : me voici pareil à la poussière et à la cendre. Jb 30, 19 : va stlapet en deus er fank, hag heñvel on ouzh poultr ha ludu.

Vers toi je crie, et tu ne réponds pas ; je me tiens devant toi, et tu me fixes du regard ! Jb 30, 20 : Krial a ran war-zu ennout ha ne respontez ket, en em ziskouez a ran dirazout ha ne daolez ket pled ;

Tu es devenu cruel pour moi, de ta poigne vigoureuse tu t’acharnes sur moi. Jb 30, 21 : garv out deuet da vezañ em c’heñver, gant holl nerzh da zorn ec’h heskinez ac’hanon.

Tu m’emportes sur le vent, tu m’y fais chevaucher, tu me dissous dans l’orage. Jb 30, 22 : Va c’has a rez kuit a-c’haoliad war an avel, ha va lakaat a rez da deuziñ en arnev.

Oui, je le sais, tu me ramènes à la mort, au rendez-vous de tout vivant. Jb 30, 23 : Ya, her gouzout a ran, va degas a rez d’ar marv, da lec’h ar c’hen-emgav evit an holl re vev.

Pourtant on ne porte pas la main sur celui qui s’effondre, si, dans son malheur, il crie. Jb 30, 24 : Ha koulskoude hag-eñ n’em bez ket roet dorn d’ar reuzeudig, p’en devez garmet en e walleur war-zu ennon ?

N’ai-je pas pleuré sur l’homme à la vie dure ? Mon âme ne s’est-elle pas émue sur l’indigent ? Jb 30, 25 : Hag-eñ n’em bez ket leñvet war an hini ’zo kalet e vuhez, hag-eñ ne veze ket glac’haret va ene o welout ar paour ?

J’espérais le bonheur, et le malheur survient ; j’attendais la lumière, et vient l’obscurité ! Jb 30, 26 : Eurvad a esperen ha deuet eo ar gwalleur, sklêrijenn a c’hortozen ha setu teñvalijenn.

Mes entrailles bouillonnent sans repos ; des jours d’affliction viennent à ma rencontre. Jb 30, 27 : Va bouzelloù a verv hep ehan, degouezhet ez eus warnon devezhioù a reuz.

Je marche, assombri, sans soleil ; je me lève dans l’assemblée et je crie. Jb 30, 28 : Kerzhout a ran teñval va fenn, hep heol, sevel a ran er vodadeg hag e c’harman :

Me voici devenu le frère des chacals, le compagnon des autruches. Jb 30, 29 : Setu-me deuet da vezañ breur ar bleiz-louarned ha kumpagnun ar struskañvaled ;

Ma peau a noirci sur moi, mes os brûlent de fièvre. Jb 30, 30 : Va c’hroc’hen a zo duaet warnon ha va eskern a zo goret gant an derzhienn.

Ma cithare sert à la plainte, et ma flûte à la voix des pleureurs. Jb 30, 31 : Va lourenn ne servij ken nemet d’an hirvoud, ha va fleüt nemet da vouezh al leñverien.