Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Job » Pennad 33

Levr Job - Pennad 33

Levr : Levr Job
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42

Pennad 33



Je t’en prie, Job, écoute donc mes discours, à toutes mes paroles prête l’oreille. Jb 33, 1 : Neuze ’ta, Job, selaou va frezeg, ha d’am holl lavaroù taol evezh da zivskouarn !

Voici que j’ouvre la bouche, ma langue forme des mots dans mon palais. Jb 33, 2 : Setu ma tigoran va genoù, ha va zeod a ya da gomz em staon :

C’est la droiture de mon cœur que j’exprime, et mes lèvres disent clairement ce que je sais. Jb 33, 3 : Va c’halon a skuilho komzoù a skiantegezh, va muzelloù a zisklerio ar wirionez c’hlan.

L’esprit de Dieu m’a créé, le souffle du Puissant me fait vivre. Jb 33, 4 : C’hwezh Doue en deus graet ac’hanon, alan an Hollc’halloudeg en deus roet buhez din.

Si tu le peux, réplique-moi ! Argumente devant moi, prends position ! Jb 33, 5 : Ma c’hellez, e responti din ; bez prest, hag en em zalc’h dirazon !

Vois, pour Dieu je suis ton égal ; d’argile j’ai été façonné, moi aussi. Jb 33, 6 : Setu, me ’zo eveldout dirak sell Doue : gant pri ez on bet mezet me ivez ;

Ainsi, tu n’auras de moi ni terreur ni épouvante, et ma main ne pèsera pas sur toi. Jb 33, 7 : ne glaskin ket bezañ ur spontailh evit da spouronañ, na pouezañ warnout gant va dorn.

Mais tu as dit à mes oreilles – et j’entends le son de tes paroles : Jb 33, 8 : Ya, n’ac’h eus graet nemet azlavarout se d’am divskouarn, klevet em eus son da gomzoù :

“Je suis pur, sans péché, je suis net, et en moi pas de faute. Jb 33, 9 : Glan ez on, hep pec’hed, naet ez on, hep mank ebet !

Or Dieu invente des griefs contre moi ; il me tient pour son ennemi. Jb 33, 10 : Met Eñ eo an hini a gav digarezioù a-enep din, va sellout a ra evel un enebour dezhañ.

Il fixe mes pieds dans des blocs de bois, il observe toutes mes démarches !” Jb 33, 11 : Lakaat a ra va zreid en hualoù, sparlañ a ra va holl gammedoù !"

Eh bien ! te répondrai-je, en cela tu n’as pas raison, car Dieu est plus grand que l’homme. Jb 33, 12 : Ac’hanta ! a respontin dit, aze n’emañ ket ar gwir ganit, rak brasoc’h eo Doue eget mab-den.

Pourquoi lui cherches-tu querelle sous prétexte qu’il ne rend compte d’aucun de ses actes ? Jb 33, 13 : Perak tamall anezhañ, o vezañ na respont ket d’az holl lavaroù ?

C’est que Dieu parle une fois, deux fois, sans que l’on y prenne garde. Jb 33, 14 : En ur stumm e komz Doue, hag en ur stumm all, met ni ne daolomp ket evezh.

Dans un songe, une vision nocturne, quand tombe une torpeur sur les hommes et qu’ils sont assoupis sur leur lit, Jb 33, 15 : Dre un hunvre, ur weledigezh-noz, pa gouezh ar morzadur war an dud, ha pa vezont moredet war o gwele,

alors, il leur ouvre l’oreille et leur adresse des sommations, Jb 33, 16 : neuze en em ziskuilh da vibien Adam, hag o spontañ a ra gant gweledigezhioù,

pour détourner l’être humain de ses œuvres, et pour prémunir le héros de l’orgueil. Jb 33, 17 : evit distreiñ an den diouzh e oberoù fall, ha diskar lorc’hentez Mab-Adam,

Ainsi il préserve son âme de la fosse, sa vie, du passage au chenal de la mort. Jb 33, 18 : evit diwall e ene diouzh ar foz, hag e vuhez diouzh an tremenvan.

Sur son lit, l’homme est corrigé par la douleur, quand ses os ne cessent de s’entrechoquer. Jb 33, 19 : Gant ar boan ivez e kelenn anezhañ war e c’hourvezenn, pa ’n em lak e eskern da grenañ hep ehan,

Sa vie lui donne le dégoût du pain, il perd l’appétit pour les mets délicats. Jb 33, 20 : ken e heug e vuhez ouzh ar bara, hag e ene ouzh meuzioù saourus.

Sa chair dépérit à vue d’œil et ses os qu’on ne voyait pas deviennent saillants. Jb 33, 21 : Steuziañ a ra e gig diouzh selled an dud, hag e eskern treutaet n’eus mui anezho,

Son âme approche de la fosse, et sa vie, des exterminateurs. Jb 33, 22 : tostaat a ra e ene ouzh ar bez, hag e vuhez ouzh ar re dremenet.

S’il y a près de lui un ange, un interprète, un seul entre mille, pour signifier à l’homme son devoir, Jb 33, 23 : Mar befe un Ael e-kichen an den, ur jubennour diwar vil, evit diskuliañ dezhañ e zever,

s’il le prend en grâce et demande à Dieu : “Exempte-le de descendre dans la fosse, j’ai trouvé une rançon pour sa vie”, Jb 33, 24 : unan en devezfe truez outañ hag a lavarfe : "Ro kuitez dezhañ na ziskenno ket er foz ; kavet em eus gwerzh-daspren evitañ !"

alors sa chair retrouve la fraîcheur de la jeunesse, il revient aux jours de son adolescence ; Jb 33, 25 : Neuze e gig a adkavfe freskter ar yaouankiz, distreiñ a rafe da zeizioù e oad-krenn.

il implore Dieu et Dieu se plaît en lui, avec allégresse l’homme voit la face de celui qui le restaure en sa justice. Jb 33, 26 : Pediñ a rafe Doue, hag hemañ a adrofe dezhañ e c’hrad-vat ; gwelout a rafe sklêrijenn e zremm gant levenez ar pare, ha Doue a rafe d’an den justis en-dro ;

Il chante devant les hommes en disant : “J’avais péché, j’avais perverti le droit, et je n’ai pas eu ce que je méritais ! Jb 33, 27 : kanañ a rafe neuze dirak an dud en ur lavarout : "Pec’het em boa o warañ ar gwir, met n’en deus ket va faeet diouzh va fazi ;

Il a épargné à mon âme de passer par la fosse, et mon être contemple la lumière !” Jb 33, 28 : kuitezet en deus va ene diouzh ar foz, ha bremañ e wel va buhez ar sklêrijenn !"

Voilà tout ce que fait Dieu, deux fois, trois fois, à l’égard de l’homme, Jb 33, 29 : Sed ar pezh a ra Doue, div wech, teir gwech, e-keñver an den,

pour ramener son âme de la fosse, pour l’illuminer de la lumière des vivants. Jb 33, 30 : evit addegas e ene eus ar bez, ma vo goulaouet gant sklêrijenn ar re vev.

Sois attentif, Job, écoute-moi, tais-toi, c’est moi qui parlerai. Jb 33, 31 : Bez war evezh, Job, selaou ! Tav ha me a gomzo !

Si tu trouves des mots, réplique-moi, parle, car je voudrais te donner raison. Jb 33, 32 : Mar ac’h eus tra da lavarout, eilger din, komz, rak plijout a rafe din lakaat ar gwir ganit.

Sinon, toi, écoute-moi ; fais silence, que je t’enseigne la sagesse ! » Jb 33, 33 : A-hent-all, va selaou, tav, ha me a zesko dit ar furnez.