Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Job » Pennad 6

Levr Job - Pennad 6

Levr : Levr Job
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42

Pennad 6



Job prit la parole et dit : Jb 6, 1 : Job en em lakaas da gomz hag a lavaras :

« Ah ! Si l’on pouvait peser mon affliction, et sur la balance mettre aussi ma détresse ! Jb 6, 2 : A ! Ma c’hellfed pouezañ va glac’har, ha ma vefe lakaet ivez va reuz e balañsoù,

Mais elles sont plus pesantes que le sable des mers. C’est pourquoi mes paroles s’étranglent. Jb 6, 3 : e vefe pounneroc’h eget traezh ar mor : Setu perak e c’hoarvez d’am c’homzoù diroudañ !

Les flèches du Puissant me transpercent, c’est leur venin que boit mon esprit. Les terreurs de Dieu se rangent contre moi. Jb 6, 4 : Rak biroù an Hollc’halloudeg a sank ennon, hag eus o binim ec’h ev va spered ; spontoù Doue a zo war renk a-enep din.

L’âne sauvage va-t-il braire devant l’herbe tendre, le bœuf meugler auprès de son fourrage ? Jb 6, 5 : Daoust hag hinnoal a ra an azen-gouez p’emañ dirak ar geot, ha blejal a ra ar c’hole e-kichen e foenn ?

Un mets fade se mange-t-il sans sel, le blanc de l’œuf a-t-il quelque saveur ? Jb 6, 6 : Hogen ar pezh a zo goular ne zebrer ket hep holen ; daoust ha blaz a vefe gant chug ar malv-gwenn ?

Je me refuse à y toucher ; ce n’est que nourriture écœurante. Jb 6, 7 : N’houll ket va ene tañva anezho, va c’halon he deus heug gant va bara !

Ah, si seulement se réalisait ma requête, si Dieu répondait à mon attente, Jb 6, 8 : A ! Piv a roio din e vefe sevenet va fedenn ? Mar befe Doue evit grataat din va mennad !

si Dieu consentait à me broyer, s’il étendait sa main et me retranchait ! Jb 6, 9 : Mar plijfe gant Doue va flastrañ, lezel e zorn d’am falc’hat kuit,

J’aurais du moins la consolation – sursaut de joie dans une torture insoutenable – de n’avoir pas renié les décrets du Dieu Saint. Jb 6, 10 : ur frealz am bije da vihanañ, tridal a rajen em foanioù didruez, o vezañ n’em eus ket dinac’het komzoù ar Sant !

Quelle est ma force pour que j’espère ? Qu’y a-t-il au terme pour que je prolonge ma vie ? Jb 6, 11 : Petore nerzh am eus evit esperiñ c’hoazh ? Pehini va buhez da zont evit derc’hel da vevañ ?

Ma force est-elle celle du roc, ma chair est-elle de bronze ? Jb 6, 12 : Daoust ha nerzh ar vein am eus-me ? Ha va c’hig, daoust hag arem e vefe ?

Ne suis-je pas sans appui, et toute ressource ne m’a-t-elle pas quitté ? Jb 6, 13 : Un netra eo ar skoazell am eus drezon va-unan, ha pep rekour a zo tec’het diouzhin !

À l’homme découragé devrait aller la pitié de son prochain, même s’il rejette la crainte du Puissant. Jb 6, 14 : Va c’humpagnun en deus disprizet an druez, ha dilezet doujañs an Hollc’halloudeg.

Mes frères, eux, ont trahi comme un torrent, comme le lit des torrents passagers : Jb 6, 15 : Va breudeur a zo bet tromplus evel ur froud-dour, evel naoz ar gwazhioù-dour dibadus :

la glace les assombrit, sur eux s’amoncelle la neige ; Jb 6, 16 : Ar re-se a vez goloet gant ar skorn, warno en em stign an erc’h ;

mais à la saison brûlante, ils tarissent, sous l’ardeur du soleil, sur place, ils s’évaporent. Jb 6, 17 : met ur wech ma-z eo teuzet ez eont da hesk, kerkent ha ma vez tomm e tisec’hont diouzhtu.

À leur recherche, les caravanes quittent la piste, s’enfoncent dans le désert et périssent. Jb 6, 18 : Ar c’haravanennoù diroudet eus o hent, o sankañ e-kreiz ar gouelec’h, dianket,

Les caravanes de Téma les cherchent du regard, en eux espèrent les convois de Saba. Jb 6, 19 : karavanennoù Tema a c’hed anezho, ergerzherien Sheba a esper enno ;

Mais ils sont déçus dans leur confiance ; arrivés sur les lieux, ils restent confondus. Jb 6, 20 : kerse o devez avat evit bezañ bet fiziañs, pa zegouezhont ganto e vezont gwall-disouezhet.

Ainsi êtes-vous pour moi à présent : à ma vue, saisis d’effroi, vous êtes pris de panique. Jb 6, 21 : Evel-se oc’h bremañ evidon : Gwelout a rit va spont, hag aon hoc’h eus !

Vous ai-je dit : “Faites-moi un cadeau, et sur votre fortune offrez-moi un présent ; Jb 6, 22 : Hag-eñ em eus lavaret deoc’h : Roit din ! Eus ho madoù grit din largentezioù !

de la main de l’ennemi arrachez-moi, libérez-moi du pouvoir des tyrans” ? Jb 6, 23 : Va dieubit eus dorn an enebour, va dasprenit eus dalc’h an diranted ?

Instruisez-moi, alors je me tairai ; montrez-moi en quoi j’ai failli ! Jb 6, 24 : Roit din kentel hepken ha tevel a rin : E petra ez on aet a-dreuz, va lakait d’her c’hompren !

En quoi peuvent blesser des paroles de droiture ? Que trouvez-vous à critiquer ? Jb 6, 25 : Pegen dous eo ar c’homzoù reizh, met ho rebechoù-C’hwi, petra ’ta a rebechont ?

Prétendez-vous censurer des mots ? Les paroles d’un désespéré, le vent les emporte. Jb 6, 26 : Hag-eñ e plijfe deoc’h tamall gerioù ? Boued d’an avel eo komzoù un den dizesperet !

Vous iriez jusqu’à tirer au sort l’orphelin, jusqu’à mettre aux enchères votre ami ! Jb 6, 27 : War un emzivad zoken e taolit ar sord, hag e rit marc’hadoù diwar-goust ho mignon !

Et maintenant, décidez-vous, tournez-vous vers moi ! Vous mentirais-je en face ? Jb 6, 28 : Ac’hanta ! Teurvezit bremañ treiñ da sellout ouzhin hag e welot hag-eñ e tistagan gevier.

Revenez donc ! Pas de perfidie ! Encore une fois, revenez : il y va de ma justice ! Jb 6, 29 : Distroit eta ! N’eus ganin tromplerezh ebet ! Distroit ! Aze 'mañ bepred va reizhder !

Y a-t-il de la perfidie sur ma langue ? Mon palais ne sait-il pas discerner l’infortune ? Jb 6, 30 : Hag-eñ ez eus falsentez war va zeod ? Daoust ha n’hell ket va staon diforc’hañ petra ’zo fall ?