Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Job » Pennad 4

Levr Job - Pennad 4

Levr : Levr Job
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42

Pennad 4



Élifaz de Témane prit la parole et dit : Jb 4, 1 : Elifas eus Teman en em lakaas da gomz en ur lavarout :

« Allons-nous t’adresser une parole ? Tu n’en peux plus ! Mais qui pourrait garder le silence ? Jb 4, 2 : Hag ur ger a lavarimp dit, ken dinerzhet out-te ? Met piv a c’hellfe derc’hel war e gomz ?

Tu faisais la leçon à beaucoup, tu soutenais les mains défaillantes ; Jb 4, 3 : Setu ma oas o reiñ kentel da galz a dud, en ur zegas kennerzh d’an daouarn kouezhet laosk :

tes propos redressaient celui qui perdait pied, tu fortifiais les genoux chancelants. Jb 4, 4 : da gomzoù a addrese an den o trabidellañ, ha kreñvaat a raes an daoulin o flakañ.

Et maintenant que cela t’arrive, tu te décourages ; te voici atteint, et tu es bouleversé. Jb 4, 5 : Ha bremañ ma c’hoarvez ganit kement-all ez out gwan ; bremañ ma-z out skoet, ez out spouronet !

Ta piété n’est-elle pas ton appui, ta vie intègre n’est-elle pas ton espérance ? Jb 4, 6 : Da zoujañs-Doue, hag-eñ n’eo ket ur surentez evidout ? Hag onestiz da hentoù, un esper evit da galon ?

Souviens-toi : quel innocent a jamais péri ? En quel lieu des hommes droits ont-ils disparu ? Jb 4, 7 : Az pez soñj eta : pehini an den didamall a vije aet da goll ? Pelec’h an dud reizh a vije bet distrujet ?

Je l’ai bien vu, moi : les laboureurs d’iniquité et les semeurs de misère eux-mêmes la moissonnent. Jb 4, 8 : Met kement am eus gwelet, eo an dud o deus aret an drougiezh, ha hadet ar boan, a zastum eost diwarno !

Sous l’haleine de Dieu ils périssent, au souffle de sa colère ils sont anéantis. Jb 4, 9 : Dindan alan Doue ez eont da goll, gant c’hwezh e zifron e vezont skubet kuit !

Le lion a beau rugir, le fauve gronder : les crocs des lionceaux seront brisés. Jb 4, 10 : Yud al leon ha mouezh al loupard, ha dent al leonedigoù eo ar re a vez torret ;

Le lion adulte périt faute de proie, les petits de la lionne se dispersent. Jb 4, 11 : al leon a varv dre vank a breizh, ha reoù vihan al leonez a vez dispennet.

Une parole furtive m’est venue, mon oreille en a perçu le murmure. Jb 4, 12 : Ha neuze, ur gomz ’zo bet, dre guzh, lavaret din, Ha va skouarn he deus paket un hiboud diouti :

Dans les cauchemars, les visions de la nuit, quand tombe une torpeur sur les humains, Jb 4, 13 : E-kreiz gwallhunvreoù gweledigezhioù an noz, e-keit ma kouezh an estlamm war an dud,

un effroi m’a saisi, un frisson a fait trembler tous mes os : Jb 4, 14 : un efreizh a zeuas warnon, ur gridienn, a lakaas va holl eskern da grenañ ;

un souffle a glissé sur ma face, il a hérissé les poils de ma chair. Jb 4, 15 : ur c’hwezhadenn a dremenas neuze war va dremm, a hirisas din kreoñ va c’horf.

Quelqu’un se tenait là, inconnu de moi, une forme devant mes yeux. Un silence… puis une voix s’est fait entendre : Jb 4, 16 : Unan ’zo aze en e sav, dianav din e arvez, ur furm a zo dirak va daoulagad, hag ur vouezh skañv a glevan :

“Le mortel aurait-il raison contre Dieu, l’homme serait-il pur devant son Auteur ? Jb 4, 17 : Hag-eñ e c’hellfe an den marvus bezañ reizh dirak Doue ? Ha mab Adam bezañ pur dirak e grouer ?

Si Dieu ne fait pas même confiance à ses serviteurs, et qu’il persuade ses anges d’égarement, Jb 4, 18 : Mar ne fiz ket en e servijerien, mar tamall d’e Aeled o-unan o diheñchadurioù,

que dire alors des habitants de ces maisons d’argile, fondées elles-mêmes sur la poussière ! On les écrase comme une teigne ; Jb 4, 19 : Na pegen muioc’h da annezerien tiez pri, hag a zo er poultr o diazez ! Int hag a vez flastret evel tartouzed.

en l’espace d’un jour, ils sont pulvérisés ; sans qu’on y prenne garde, à jamais ils périssent. Jb 4, 20 : Hag a vez bruzunet eus ar beure d’an noz ; hep ma vefe taolet pled ez eont da viken da goll ;

Leurs attaches ne sont-elles pas rompues ? Ils meurent, faute de sagesse.” Jb 4, 21 : diskrapet e vez kuit peul o zeltenn, mervel a reont dre ziouer a furnez.