Levr Job - Pennad 39
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42
Pennad 39
Sais-tu quand mettent bas les chamois du rocher ? Peux-tu observer les biches en travail ? Jb 39, 1 : Hag anavezout a rez-te penaos e vez nodet gant an antiloped-roc’h, hag an heizezed o koleniñ, hag-eñ ec’h evezhiez outo ?
Compteras-tu les mois de leur gestation, et sais-tu l’instant de leur délivrance ? Jb 39, 2 : Ha kontañ a rez ar mizvezhioù ma tleont mirout, ha gouzout a rez ar c’houlz ma troont ?
Elles s’accroupissent, expulsent leurs petits, et se libèrent de leurs douleurs. Jb 39, 3 : Kluchañ a reont, kaout o re vihan, lakaat o nodad war an douar ;
Leurs petits prennent des forces, grandissent en pleine nature ; ils partent et ne reviennent plus vers elles. Jb 39, 4 : o re vihan a greñva, kreskiñ a reont er maezioù, betek ma-z eont kuit hep distreiñ etrezek enno.
Qui a lâché l’onagre en liberté ? Qui a desserré les liens de l’âne sauvage Jb 39, 5 : Piv en deus lakaet an onagr da vont en e frankiz, piv en deus diskoulmet ereoù an azen gouez,
auquel j’ai assigné la steppe pour maison, la terre salée pour demeure ? Jb 39, 6 : en ur verkañ dezhañ ar stepenn evel ti hag evel chomlec’h an douar sall ?
Il se rit du vacarme de la cité, il n’entend pas les vociférations de son maître. Jb 39, 7 : Godisal a ra tourni ar gêr vras, ha ne glev ket safaradennoù an azener ;
Il explore les montagnes, son pâturage, en quête de la moindre verdure. Jb 39, 8 : met ergerzhout a ra ar menezioù evel peurvan, en ur gestal e pep lec’h ar glazur.
Le buffle voudra-t-il te servir, passera-t-il la nuit à ta mangeoire ? Jb 39, 9 : Hag-eñ ez asanto ar bual servijañ dit, hag-eñ e tremeno an noz e-kichen da graou ?
L’attacheras-tu au sillon par la bride ? Pourra-t-il herser derrière toi les vallons ? Jb 39, 10 : Hag-eñ e stagi ar gordenn en e c’houzoug, evit ma tramailho dit da irvi war da lerc’h ?
Lui feras-tu confiance parce que sa force est grande, lui laisseras-tu ta besogne ? Jb 39, 11 : Ha fiziout a ri ennañ dre ma-z eo bras e nerzh, evit lezel da labour war e gont ?
Compteras-tu sur lui pour rentrer ton grain et l’entasser sur ton aire ? Jb 39, 12 : Ha kontañ a ri warnañ evit distreiñ d’ar gêr ha degas da c’hreun en-dro d’az leur ?
L’aile de l’autruche bat allègrement. Que n’a-t-elle pennage et plumage de la fidèle cigogne ! Jb 39, 13 : Sardik eo divaskell ar struskañvaled, mistr o fluñv ha stuc’h dezho !
Quand elle abandonne ses œufs à la terre et les laisse chauffer sur la poussière, Jb 39, 14 : Pa zilez ar barez he vioù d’an douar, da vezañ tommet er poultr,
elle oublie qu’un pied peut les écraser, une bête sauvage, les fouler. Jb 39, 15 : ez ankounac’ha e c’hellfent bezañ flastret gant treid 'zo, e c’hellfe ul loen gouez bennak o mac’hañ.
Dure pour ses petits, comme s’ils n’étaient pas les siens, elle n’a cure du mal qu’elle s’est donné en vain, Jb 39, 16 : Kalet eo ouzh he re vihan evel pa ne vijent ket dezhi ; ne vern dezhi e chomfe didalvoud he foan.
car Dieu lui a refusé la sagesse et ne lui a pas départi l’intelligence. Jb 39, 17 : Rak Doue en deus nac’het outi ar furnez, n’en deus ket lodennet dezhi ar skiantegezh :
Mais sitôt qu’elle se dresse pour s’élancer, elle se rit du cheval et de son cavalier. Jb 39, 18 : hag evelato pa sav da gemer he lañs da nijal, e ra fae ouzh marc’h ha marc’heger !
Est-ce toi qui donnes au cheval la bravoure, qui revêts son cou d’une crinière ? Jb 39, 19 : Ha te eo a ro e nerzh d’ar marc’h hag a wisk e c’houzoug gant ur voue ?
Le fais-tu bondir comme la sauterelle ? Altier, son hennissement répand l’effroi. Jb 39, 20 : Ha te eo a ra dezhañ sailhañ evel ul lamperez ? E c’hwirinadenn c’hlorius a ro spont ;
Il piaffe dans la vallée, tout joyeux de sa force, il se jette au-devant de la mêlée. Jb 39, 21 : pavata a ra en draonienn en ur dridal en e greñvder, en em lañsañ ar ra en arbenn d’an armoù,
Il se rit de la peur et ne s’effraie pas, il ne recule pas devant l’épée. Jb 39, 22 : en ur ober goap ouzh ar spont, dizaon-kaer : ne gil ket dirak ar c’hleze.
Sur lui résonnent le carquois, la lance étincelante et le javelot. Jb 39, 23 : Warnañ e stirlink ar c’hlaouier, e lugern ar goaf hag ar speg :
Frémissant d’impatience, il dévore l’espace, il ne se tient plus dès que sonne le cor. Jb 39, 24 : Skrijañ a ra, birviñ, ha ruflañ an douar, ha ne zalc’h ket ken pa son an drompilh.
Quand retentit le cor, il crie : “Héah !” De loin, il flaire la bataille, tonnerre des chefs, clameur de guerre. Jb 39, 25 : Gant tregern ar c’horn e lavar : Ac’ha ! Hag eus a-bell e c’hwesha an emgann, mouezh-kurun ar pennoù-brezel ha garmadeg ar stourm.
Est-ce par ton intelligence que l’épervier prend son vol, qu’il déploie ses ailes vers le sud ? Jb 39, 26 : Hag-eñ eo gant da veizegezh e kemerfe ar falc’hun e nij, e tisplegfe e zivaskell war-zu ar c’hreisteiz ?
Est-ce sur ton ordre que l’aigle s’élève et va nicher dans les hauteurs ? Jb 39, 27 : Hag-eñ eo diwar da urzh e savfe an erer d’an nec’h, e pozfe e neizh war an uhel ?
Il habite un rocher et passe la nuit sur une dent de roc, sa forteresse. Jb 39, 28 : War ar roc’h emañ e repu da dremen an noz, war dant ur roc’hell, un tour serzh :
De là, il guette sa proie, ses yeux fixent les lointains. Jb 39, 29 : Alese e c’hed e breizh, en ur barañ da bell e zaoulagad.
Ses petits se gorgent de sang, là où sont les cadavres, là il est. » Jb 39, 30 : Eno e re vihan en em gargo a wad, rak e-lec’h ma-z eus reoù lazhet, eno emañ ivez.
