Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Job » Pennad 31

Levr Job - Pennad 31

Levr : Levr Job
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42

Pennad 31



J’avais conclu un pacte avec mes yeux : comment, alors, aurais-je fixé du regard une jeune fille vierge ? Jb 31, 1 : Un emglev am boa divizet gant va daoulagad : Chom hep teurel pled ouzh gwerc’hez ebet !

Quel est donc le sort que de là-haut Dieu assigne ? Quelle part le Puissant réserve-t-il depuis les hauteurs célestes ? Jb 31, 2 : Petra eo al lod roet eus krec’h gant Doue hag ar rannad kaset gant an Hollc’halloudeg eus e uhelderioù ?

N’est-ce pas le malheur pour l’injuste, et l’infortune pour les artisans du mal ? Jb 31, 3 : Hag-eñ ne vefe ket ar reuz evit an torfedour, hag an droug-chañs evit an droug-obererien ?

Ne voit-il pas mes chemins, de toutes mes démarches ne fait-il point le compte ? Jb 31, 4 : Daoust neuze ha ne welo ket va hentoù ha ne raio ket ar gont eus va holl gammedoù ?

Si j’ai fait route avec le mensonge, si j’ai hâté le pas vers la fausseté, Jb 31, 5 : Hag-eñ em eus kerzhet gant hent ar gaou, hag-eñ eo d’ober direizhder en deus hastet va zroad ?

qu’il me pèse sur une juste balance ! Dieu reconnaîtra mon intégrité. Jb 31, 6 : Ra bouezo ac’hanon e balañsoù ar justis, ra anavezo Doue va onestiz !

Si mon pas a dévié du chemin, si mon cœur a suivi mes yeux et si une tache me colle aux mains, Jb 31, 7 : Mar o deus va c’hammedoù diroudet eus an hent, mar he deus kerzhet va c’halon da heul va daoulagad, mard eo peg ur saotradur bennak ouzh va daouarn,

qu’un autre mange ce que je sème, et que soient déracinées mes jeunes pousses ! Jb 31, 8 : ra vo din da hadañ ha d’unan all da zebriñ ! Ha va diskennidi da vezo diwriziennet !

Si mon cœur a été séduit par une femme et si j’ai guetté à la porte du voisin, Jb 31, 9 : Mard eo bet hoalet va c’halon gant ur vaouez, ma ’m eus gedet ouzh dor va nesañ,

que ma femme tourne la meule pour autrui et que d’autres la possèdent ! Jb 31, 10 : ra droio va gwreg-me ar maen-milin evit un all ha ra servijo da reoù all !

Car c’est une infamie, une faute relevant des juges ; Jb 31, 11 : Rak un torfed eo an dra-se, ur pec’hed hag a zo e beli ar varnerien.

oui, c’est un feu qui dévore jusqu’à l’abîme, capable de détruire à la racine toute ma récolte. Jb 31, 12 : Rak un tan ez eo a bulluc’hfe betek an Abaddon, va holl drevad, e lonkañ a rafe !

Si j’ai méprisé le droit de mon serviteur ou de ma servante en litige avec moi, Jb 31, 13 : Mar em bez disprizet gwir va servijer, pe gwir va matezh, p’o devez bet ur breud ganin,

que ferai-je quand Dieu se lèvera ? quand il enquêtera, quelle sera ma réponse ? Jb 31, 14 : petra 'rin pa savo Doue, ha pa raio enklask, petra respontin ?

Ne les a-t-il pas formés dans le ventre tout comme moi ? N’est-ce pas le même qui nous a façonnés dans le sein maternel ? Jb 31, 15 : An hini en deus va graet en askre hag-eñ n’en deus ket graet an askre ivez, hag-eñ n’eo ket Eñ nemetañ en deus hor stummet er c’horf ?

Ai-je repoussé les désirs des pauvres, ai-je laissé s’éteindre le regard de la veuve ? Jb 31, 16 : Hag-eñ em bez nac’het o goulenn d’ar beorien ha lezet da langisañ daoulagad an intañvez ?

Ai-je mangé seul mon morceau de pain, sans que l’orphelin en mange aussi ? Jb 31, 17 : Hag-eñ em bez debret va-unan-penn va zamm bara hep reiñ dioutañ d’an emzivad ?

Au contraire, dès ma jeunesse, il a grandi avec moi comme avec un père ; dès mon enfance, j’étais le guide de la veuve. Jb 31, 18 : Me hag en deus Doue va desavet evel un tad a-dal va yaouankiz, ha bleniet adalek korf va mamm !

Si je voyais un miséreux sans vêtements, un indigent sans rien sur le dos, Jb 31, 19 : Pa welen ur paour-kaezh hep gwiskamant, ur reuzeudig n’en devoa netra warnañ e-unan,

est-ce que ses reins ne me bénissaient pas, réchauffés par la toison de mes agneaux ? Jb 31, 20 : hag-eñ n’o devez ket va benniget e lounezhi, hag-eñ n’eo ket bet tommet gant gloan da deñved ?

Si contre l’orphelin j’ai brandi la main, parce que je me voyais soutenu par les notables, Jb 31, 21 : Mar em bez savet va dorn a-enep un emzivad, dre ma welen e vefen skoazellet gant al lez-varn,

que mon épaule tombe de ma nuque, que mon bras se brise au coude ! Jb 31, 22 : ra gouezho va skoaz eus va choug, ha ra ’n em zistago va brec’h diouzh va ilin.

Car le châtiment de Dieu serait ma terreur ; devant sa majesté je ne pourrais tenir. Jb 31, 23 : Neuze eo an aon rak Doue a grogfe ennon ha dirak e veurded n’hellfen ket derc’hel.

Ai-je fait de l’or mon appui, ai-je dit à l’or pur : “C’est toi ma confiance” ? Jb 31, 24 : Mar em bije lakaet e-barzh an aour va fiziañs, mar em bije lavaret d’an aour glan : Va surentez out-te !

Me suis-je réjoui de posséder de grandes richesses, d’avoir mis la main sur une fortune ? Jb 31, 25 : Mar em bije kemeret levenez gant braster va finvidigezh, o vezañ m’en devoa va dorn gounezet kalz a vadoù ;

À la vue de la lumière dans son éclat, de la lune splendide en sa marche, Jb 31, 26 : mar em bije, pa welen an heol o skediñ, pe al loar o vale ken lugernus,

mon cœur, secrètement, a-t-il été séduit ? la main à la bouche, leur ai-je fait un baiser ? Jb 31, 27 : lezet va c’halon da vezañ lorbet e kuzh ganto ha lakaet va dorn da gas pokoù dezho,

Cela aussi serait une faute relevant du juge, car j’aurais renié le Dieu d’en haut. Jb 31, 28 : hennezh eo c’hoazh ur pec’hed e beli ar varnerien, em bije dinac’het Doue an nec’h.

Me suis-je réjoui de la ruine de mon ennemi ? Ai-je bondi de joie quand le malheur le frappait ? Jb 31, 29 : Mar em bije kemeret plijadur gant drougeur va enebour, ha lakaet stad ennon pa skoe ar reuz outañ...

Jamais je n’ai laissé ma langue pécher en réclamant sa vie par une imprécation ! Jb 31, 30 : Met n’eo ket ! N' em eus ket lezet va staon da bec’hiñ, dre c’houlenn gant un droukpedenn e vuhez.

Ceux qui logeaient sous ma tente le disaient bien : “Qui n’a-t-il pas rassasié de viande ?” Jb 31, 31 : Hag-eñ ne lavare ket tud va zeltenn : "Piv n’en deus ket bet e walc’h eus e gig ?"

Jamais un étranger ne passait la nuit dehors, ma porte restait ouverte au voyageur. Jb 31, 32 : Un estrañjour biskoazh n’en deus kousket e-maez va zi, d’ar beajour e chome digor va dor.

Comme tout un chacun ai-je dissimulé mes transgressions, en cachant ma faute dans un repli de ma tunique, Jb 31, 33 : Hag-eñ em bije, evel tud 'zo, goloet va mankoù ha kuzhet va fazioù em askre,

parce que je craignais la rumeur de la foule et que me terrifiait le mépris des familles, au point de rester figé au seuil de ma maison ? Jb 31, 34 : Dre ma 'm beze doan rak brudoù an dud ha ma 'm beze aon rak dismegañs an tiegezhioù, en doare ma chomen neuze dilavar, hep mont er-maez eus va zreuzoù...

Si j’avais seulement quelqu’un pour m’écouter ! Voilà mon dernier mot. Que le Puissant me réponde ! Que la partie adverse rédige son mémoire ! Jb 31, 35 : A ! Ma kavfen unan bennak d’am selaou ! Sinañ a ran ! D’an Hollc’halloudeg da respont ! Evit ar pezh a sell ouzh ar skrid-tamall savet gant ar gostezenn-enep,

Je le porterai sur l’épaule, comme un diadème je le ceindrai. Jb 31, 36 : ac’hanta ! E zougen a rin war va skoaz, e skoulmañ a rin war va zal evel un talgen.

Je rendrai compte au Puissant du nombre de mes pas ; tel un prince, je m’avancerai vers lui. Jb 31, 37 : Niver va c’hammedoù, hen diskleriañ a rin dezhañ, uhel va fenn e tostain dirazañ.

Si ma terre crie contre moi, si ensemble pleurent ses sillons, Jb 31, 38 : Mard emañ va douaroù o c’harmiñ a-enep din, ha va irvi o leñvañ a-gevret,

si je mange ses fruits sans donner d’argent, si à ses métayers je fais rendre l’âme, Jb 31, 39 : o vezañ ma 'm bije debret eus o frouezh hep paeañ, pe ma 'm bije lakaet o ferc’henned da goll o buhez,

qu’au lieu de blé pousse la ronce, et à la place de l’orge, l’herbe fétide ! » Fin des paroles de Job. Jb 31, 40 : ra ziwano enno drez e-lec’h gwinizh, hag e-lec’h heiz louzoù-flaer. Amañ ez echu komzoù Job.