Levr Job - Pennad 41
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42
Pennad 41
Vois, la témérité est illusoire : rien qu’à son aspect, n’est-on pas terrassé ? Jb 41, 1 : Kerse en devezfe en e fiziañs re-veur, ouzh e welout hepken e vefe diskaret !
N’est-il pas cruel dès qu’on le réveille ? Qui donc oserait me tenir tête, à moi ? Jb 41, 2 : N’eus den hardizh a-walc’h evit daeañ anezhañ, ha piv eo an hini a zalc’hfe dirazañ ?
Qui m’a donné d’avance, que je doive le payer de retour ? Tout ce qui est sous les cieux est à moi. Jb 41, 3 : Piv ’zo aet outañ hep pakañ e gont ? Den ebet dindan an holl oabloù !
Je ne passerai pas ses membres sous silence, ni le détail de ses prouesses, ni l’élégance de ses proportions. Jb 41, 4 : Ne davin ket diwar-benn e izili, lavarout a rin e nerzh dreist-par :
Qui a jamais soulevé le devant de sa cuirasse ? Qui pénétrera dans sa double denture ? Jb 41, 5 : piv en deus dizoloet brennidenn e wiskamant, piv a dreant e hobregon doubl ?
Qui a jamais ouvert les battants de sa gueule ? Autour de ses dents, c’est l’effroi ! Jb 41, 6 : Piv a zigor stalafioù e c’henoù ? Ur spont eo gwelout tro-dro e zent !
Son dos : des rangées de boucliers étroitement rivés par un sceau, Jb 41, 7 : E gein eo un aridennad a skoedoù, bet startaet ha siellet kalet :
si rapprochés l’un de l’autre que l’air ne passe pas entre eux. Jb 41, 8 : emaint a-stok an eil ouzh egile, c’hwezh-avel ebet ne dremen etrezo ;
Ils adhèrent l’un à l’autre, pris ensemble, sans fissure. Jb 41, 9 : peg ez int, pep-unan kenstag gant ar re all, en em zerc’hel a reont, hep disparti ebet !
Ses éternuements font jaillir la lumière ; ses yeux sont les paupières de l’aurore. Jb 41, 10 : E streviadennoù a zo strinkadur-tan, e zaoulagad a zo evel malvennoù tarzh an deiz ;
De sa gueule partent des éclairs, des étincelles de feu s’en échappent. Jb 41, 11 : eus e c’henoù e tifoup flammerennoù, fulennoù-tan a strink dioutañ ;
De ses naseaux sort une fumée, comme d’une marmite chauffée et bouillante. Jb 41, 12 : eus e fronelloù e sav moged, evel eus ur gaoter o virviñ a vouilhadoù ;
Son haleine embrase les braises, et de sa gueule sort une flamme. Jb 41, 13 : e alan a entan ar glaou, ur flamm a zifluk er-maez eus e c’henoù.
En son cou réside la force, devant lui bondit l’épouvante. Jb 41, 14 : En e c’houzoug emañ e nerzh, ha dirazañ e lamm ar spont.
Les fanons de sa chair tiennent ferme, durs sur lui et compacts. Jb 41, 15 : Kigennoù e gorf en em zalc’h a-unan, soudet en ur pezh, n’heller ket o dispenn.
Son cœur est dur comme pierre, dur comme la meule de dessous. Jb 41, 16 : Kalet eo e galon evel ar roc’h, kalet evel en ur vilin ar maen-dindan.
Quand il se dresse, les vaillants prennent peur et se dérobent par crainte des coups. Jb 41, 17 : Pa ’n em lak en e sav e kren ar c’hoummoù, hag e krog spouron e gwagennoù ar mor :
L’épée l’atteint sans pouvoir s’enfoncer, pas plus que lance, trait ou javeline. Jb 41, 18 : Pa skoer outañ ne vez ket dantet gant ar c’hleze, na gant ar goaf, na gant ar speg, na gant ar bir.
Il regarde le fer comme paille, le bronze, comme bois vermoulu. Jb 41, 19 : An houarn evitañ a zo kenkoulz ha plouz, an arem kement ha koad brein ;
Le tir de l’arc ne le fait pas fuir ; pour lui, les pierres de fronde se changent en fétu de paille. Jb 41, 20 : mab ar wareg ne lak ket anezhañ da dec’hout, ha mein ar vatalm a zo pailhur evitañ.
La massue lui semble un fétu, il se rit du sifflement du javelot. Jb 41, 21 : An horzh a seblant dezhañ ur blouzenn, ha fae a ra ouzh c’hwitelladenn an dared.
Son ventre est garni de tessons pointus, herse qu’il traîne sur la vase. Jb 41, 22 : Dindanañ ez eus plakennoù lemm, astenn a ra e stlejadenn war ar fank :
Il fait bouillonner le gouffre comme un chaudron, transforme la mer en brûle-parfums. Jb 41, 23 : lakaat a ra an donderioù da virviñ evel ur gaoter, hag ar mor da zivogediñ evel ur c’hleuzeur.
Il laisse derrière lui un sillage de lumière ; on dirait que l’abîme a pris des cheveux blancs. Jb 41, 24 : War e lerc’h e lugern ur roudenn a dan, ma vije lavaret en deus an islonk blev gwenn.
Sur terre il n’a pas son pareil, lui qui fut créé intrépide. Jb 41, 25 : War an douar n’en deus ket e bar, eñ hag a zo bet krouet dispont-kaer.
Tout ce qui est altier, il le toise, lui, le roi de tous les fauves. » Jb 41, 26 : Daeañ a ra kement a zo dichek ha balc’h, eñ hag a zo roue war an holl loened ferv.
