Levr Job - Pennad 14
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42
Pennad 14
L’homme, né de la femme, vit peu de jours, rassasié de tourments ; Jb 14, 1 : An den ganet eus ar vaouez, a zo berr e zeizioù gant o gwalc’h a fourgas.
comme fleur, il germe et se fane ; tel une ombre, il fuit sans s’arrêter. Jb 14, 2 : Evel ur vleunienn e tifluk hag e weñv, hag e tec’h kuit evel ur skeud, hep gallout chom a-sav.
Et toi, Dieu, c’est sur lui que tu fixes ton regard, c’est moi que tu obliges à comparaître avec toi ! Jb 14, 3 : Hag ez eo warnañ e tigorez da zaoulagad, eñ an hini a sachez ganit dirak al lez-varn ?
Qui tirera le pur de l’impur ? Personne ! Jb 14, 4 : Piv a denno ar glan eus an dic’hlan ? Den ebet !
Puisque ses jours sont décrétés, que tu as décidé du nombre de ses mois, et fixé sa limite, infranchissable, Jb 14, 5 : Peogwir eo divizet dezhañ e amzer, hag anavezet ganit niver e vizvezhioù, peogwir ac’h eus merket an termen na dremeno ket,
détourne de lui ton regard, et laisse-le, jusqu’à ce que, tel un salarié, il s’acquitte de sa journée ! Jb 14, 6 : distro da sell dioutañ, lez anezhañ, betek ma-z echuo evel ur goprad e zevezh.
Car il y a pour l’arbre un espoir : une fois coupé, il peut verdir encore et les jeunes pousses ne lui feront pas défaut. Jb 14, 7 : Ar wezenn, hi, he deus ur goanag : mar bez troc’het e c’hell c’hoazh glazañ en-dro, rak ne vanko ket dezhi broustennoù ;
Quand bien même sa racine aurait vieilli en terre, et que la souche serait morte dans le sol, Jb 14, 8 : goude d’he gwrizienn koshaat en endon, ha d’he c’hef breinañ en douar,
dès qu’il flaire l’eau, il bourgeonne et se fait une ramure comme un jeune plant. Jb 14, 9 : a-vec’h ma santo an dour, e vouilhaso en-dro, hag ez adtaolo barradur evel ur blantenn yaouank.
L’homme qui meurt reste inerte ; quand un humain expire, où donc est-il ? Jb 14, 10 : Hogen an den, pa varv, a chom divuhez ; mab Adam, pa goll e alan, pelec’h emañ ?
Les eaux pourront quitter la mer, les fleuves, tarir et se dessécher : Jb 14, 11 : Koazhet e vo kentoc’h dourioù ar mor, hesket, disec’het ar stêrioù bras,
mais l’homme, une fois couché, ne se relèvera plus. Les cieux disparaîtront avant qu’il ne s’éveille, qu’il ne sorte de son sommeil. Jb 14, 12 : a-raok d’an den, ur wech gourvezet, gallout adsevel ; steuziañ a ray an Neñvoù a-raok dezhañ dihuniñ, ha tamm ebet ne zasorc’ho eus e gousked.
Ah ! Si seulement tu me cachais au séjour des morts et me dissimulais jusqu’à ce que reflue ta colère ! Tu me fixerais un terme où tu te souviendrais de moi. Jb 14, 13 : Gant ma vefes evit kuzhat ac’hanon en Ifern, er goudor, betek ma paouezfe da gounnar, ha ma verkfes din un termen ma’z pefe soñj ac’hanon,
Tous les jours de mon service, j’attendrais, jusqu’à ce que vienne ma relève. Jb 14, 14 : e c’hortozfen gant esper a-hed deizioù va servij, betek ma teufe evidon fin va zro-ward.
Tu m’appellerais et je te répondrais, tu languirais après l’œuvre de tes mains. Jb 14, 15 : Va gervel a rafes ha me a respontfe dit : oberenn da zaouarn a c’halvfes en-dro.
Alors que maintenant tu dénombres mes pas, tu n’épierais plus mon péché ; Jb 14, 16 : Neuze ne vefes ken o kontañ va c’hammedoù, nag o teurel pled ouzh va fec’hed.
scellée dans un coffret serait ma transgression, et tu blanchirais ma faute. Jb 14, 17 : Siellet e vefe en ur sac’hig va mankoù, hag un taol-livaj a rofes war va fazi.
Mais la montagne tombe et s’écroule, le rocher bouge de sa place, Jb 14, 18 : Ur menez a gouezh a-benn ar fin, hag ur roc’h, dre forzh ober, a riskl eus he lec’h ;
l’eau creuse les pierres, l’averse emporte la poussière du sol : ainsi, l’espoir de l’homme, tu l’anéantis. Jb 14, 19 : gant an dourioù e vez krignet ar vein, ha gant ar barradoù-glav e vez skrapet atil an douar, e giz-se e kasez goanag an den da get !
Tu terrasses l’homme pour toujours et il s’en va ; tu le défigures, puis tu le renvoies. Jb 14, 20 : E ziskar a rez hag ez a kuit evit atav, e zisneuziañ a rez hag e skubez anezhañ !
Ses fils sont-ils honorés, il n’en sait rien ; sont-ils méprisés, il l’ignore. Jb 14, 21 : Hag-eñ e vo enoret e vibien, ne oar ket, hag-eñ e vint disprizet, ne wel ket !
Sa chair ne ressent que ses propres souffrances, son âme ne gémit que sur lui-même. » Jb 14, 22 : War e gorf e-unan hepken e kouezh ar glac’har, warnañ e-unan hepken e ra kañv e ene".
