Levr Job - Pennad 2
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42
Pennad 2
Le jour où les fils de Dieu se rendaient à l’audience du Seigneur, l’Adversaire, lui aussi, vint parmi eux à l’audience. Jb 2, 1 : Hogen, un deiz ma oa deuet mibien Doue d’en em ziskouez dirak an Aotrou, e teuas Satan ivez en o zouez d’en em gaout dirak an Aotrou.
Le Seigneur lui dit : « D’où viens-tu ? » L’Adversaire répondit : « De parcourir la terre et d’y rôder ». Jb 2, 2 : Hag e lavaras an Aotrou da Satan : "Eus pelec’h e teuez ?" Ma respontas Satan d’an Aotrou en ur lavarout : "A gantreal war an douar hag a vont-dont a bep tu !"
Le Seigneur reprit : « As-tu remarqué mon serviteur Job ? Il n’a pas son pareil sur la terre : c’est un homme intègre et droit, qui craint Dieu et s’écarte du mal ; il persiste encore dans son intégrité, et c’est pour rien que tu m’as incité à le détruire. » Jb 2, 3 : Hag an Aotrou a lavaras da Satan : "Ha taolet ac’h eus evezh ouzh va servijer Job ? N’eus ket eveltañ war an douar da vezañ un den peurvat ha reizh o toujañ Doue hag o ’n em zistreiñ diouzh an droug. Chom a ra c’hoazh ken stag all ouzh e reizhder, hag hep abeg ez eo eta m’ac’h eus atizet ac’hanon a-enep dezhañ d’e rivinañ".
Mais l’Adversaire répliqua au Seigneur : « Peau pour peau ! L’homme donne tout ce qu’il a pour sauver sa vie. Jb 2, 4 : Hogen Satan a respontas d’an Aotrou en ur lavarout : "Kroc’hen evit kroc’hen ! Kement en deus an den, hen reiñ a ra evit e vuhez !
Mais étends la main, touche à ses os et à sa chair, je parie qu’il te maudira en face ! » Jb 2, 5 : Met ra blijo ganit astenn da zorn ha stekiñ ouzh e eskern hag e gig ! A dra sur, da villigañ a raio a-dal dit !"
Le Seigneur dit à l’Adversaire : « Soit ! le voici en ton pouvoir, mais préserve sa vie. » Jb 2, 6 : Hag an Aotrou a respontas da Satan : "Ac’hanta ! Emañ ez talc’h ! Espern hepken dezhañ e vuhez !"
Et l’Adversaire, quittant la présence du Seigneur, frappa Job d’un ulcère malin depuis la plante des pieds jusqu’au sommet de la tête. Jb 2, 7 : Neuze ez eas Satan kuit a-zirak dremm an Aotrou, ha skeiñ a reas gant Job ur gouli linek eus seul e dreid betek kern e benn.
Job prit un tesson pour se gratter, assis parmi les cendres. Jb 2, 8 : Hag hemañ neuze a gemeras un darbod evit en em raskañ, hag azezet e oa e-kreiz al ludu.
Sa femme lui dit : « Tu persistes encore dans ton intégrité ! Maudis Dieu et meurs ! » Jb 2, 9 : Ma lavaras e wreg dezhañ : "Ha chom a rez stag c’hoazh ouzh da reizhder ? Millig Doue ha marv !"
Il lui répondit : « Tu parles comme une insensée. Si nous accueillons le bonheur comme venant de Dieu, comment ne pas accueillir de même le malheur ? » En tout cela, Job ne commit pas de péché par ses lèvres. Jb 2, 10 : Hag eñ da respont : "Evel ma komzfe ur sodez e komzez-te ! Mar degemeromp ar mad digant Doue, perak ne zegemerfemp ket an droug ivez ?" Hag en holl gement-se ne bec’has ket Job gant e vuzelloù.
Trois amis de Job apprirent tout ce malheur qui lui était advenu. Ils arrivèrent chacun de son pays, Élifaz de Témane, Bildad de Shouah et Sofar de Naama, et ils se concertèrent pour venir le plaindre et le consoler. Jb 2, 11 : Ha neuze, tri eus mignoned Job a glevas keloù eus an holl walleurioù diruilhet warnañ ; ha dont a rejont, pep unan eus e vro, Elifas eus Teman, Bildad eus Shouac’h ha Sofar eus Naama, goude divizout kenetrezo, mont da drueziñ dezhañ ha d’e frealziñ.
De loin, levant les yeux sur lui, ils ne le reconnurent pas. Alors, ils éclatèrent en sanglots. Ils déchirèrent chacun son manteau et projetèrent de la poussière sur leur tête. Jb 2, 12 : Ha paret o daoulagad eus a bell warnañ, n’anavezjont ket anezhañ ; neuze e savjont o mouezh en ur skuilh daeroù ; hag e rogjont pep unan e vantell, hag e skuilhjont poultr war o fenn.
Sept jours et sept nuits, ils restèrent assis par terre auprès de lui et, à la vue d’une si grande douleur, personne ne lui disait mot. Jb 2, 13 : Ha koazezet gantañ war an douar seizh devezh ha seizh nozvezh, hini ebet ne lavare ger ebet dezhañ, dre ma welent e oa bras-kenañ e boan-galon.
