Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Job » Pennad 5

Levr Job - Pennad 5

Levr : Levr Job
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42

Pennad 5



Fais donc appel ! Y a-t-il quelqu’un pour te répondre ? Parmi les saints, auquel pourras-tu t’adresser ? Jb 5, 1 : Galv eta ! Daoust hag unan a responto dit ? Hag etrezek pehini eus ar Sent en em droi ?

En vérité, la hargne tue l’insensé, la jalousie fait mourir le sot. Jb 5, 2 : Rak ar glac’har a lazh an den diboell, hag an desped a lak an den sot da vervel.

J’ai vu, moi, l’insensé prendre racine, mais aussitôt j’ai maudit sa demeure : Jb 5, 3 : Me, pa ’m eus gwelet un den foll o wriziennañ, diouzhtu em eus milliget e annezadur :

“Que ses fils soient écartés du salut, accablés au tribunal sans que personne les délivre ! Jb 5, 4 : Ra chomo e vugale pell diouzh pep silvidigezh, ra vint flastret ouzh dor-kêr, hep den ebet d’o salviñ !

Ce qu’il a récolté, que l’affamé le dévore, que malgré les épines on s’en empare, et sa fortune, que les assoiffés l’engloutissent !” Jb 5, 5 : Ar pezh o devo eostet, unan naonek d’hen debro, tud sec’hedet da lonko o madoù !

L’iniquité ne sourd pas de la terre, la misère ne germe pas du sol ; Jb 5, 6 : Rak an droug ne ziwan ket eus an douar, nag ar boan ne gellid ket eus an atil ;

l’homme, lui, est né pour la misère, comme les aigles sont faits pour s’envoler. Jb 5, 7 : met an den eo an hini a c’han ar gwalleur, kenkoulz ha ma nij mibien ar foeltr en uhelderioù.

Quant à moi, j’aurai recours à Dieu ; à Dieu, j’exposerai ma cause. Jb 5, 8 : Evidon avat eo e Doue em eus rekour, ha Doue an hini a zisplegan dezhañ va c’haoz,

Il est l’auteur de grandes œuvres, insondables, d’innombrables merveilles. Jb 5, 9 : Eñ saver an traoù bras ha disontus, Oberour ar burzhudoù diniver.

Il répand la pluie à la surface de la terre, il arrose les campagnes ; Jb 5, 10 : Eñ eo a skuilh ar glav war-c’horre an douar, hag a gas an dourioù war dremm ar maezioù.

il élève les humbles, les affligés parviennent au salut ; Jb 5, 11 : Eñ eo a lak ar re izelaet da bignat d’an uhel, hag ar re c’hlac’haret da sevel d’ar silvidigezh ;

il déjoue les astuces des fourbes, empêchés de mener à bien leurs intrigues ; Jb 5, 12 : freuzañ a ra ijinadurioù an dud korvigellek, evit na zeuio ket o daouarn a-benn eus o divizoù ;

il attrape les sages à leur astuce, il prend de vitesse le conseil des retors. Jb 5, 13 : pakañ a ra ar furien en o finesaoù, en doare m’en em ziskouez diboell mennad an dud a widre.

Ceux-là, en plein jour, se heurtent aux ténèbres, à midi ils tâtonnent comme en pleine nuit. Jb 5, 14 : E-kreiz an deiz e stokont ouzh an deñvalijenn, hag evel en noz e tastornont da greisteiz.

Le Seigneur sauve le pauvre du glaive, de leur bouche et de leur main puissante. Jb 5, 15 : Met salviñ a ra an ezhommeg eus ar c’hleze hag an den didra eus dorn ar galloudeg.

Alors le faible renaît à l’espoir et l’injustice se trouve muselée. Jb 5, 16 : Evel-se ez eus esper evit ar reuzeudig, tra ma rank ar fallagriezh serriñ he genoù.

Oui, heureux l’homme que Dieu corrige ! Ne va pas dédaigner la leçon du Puissant ! Jb 5, 17 : Evurus eta an den e ro Doue kentel dezhañ, an hini na zispriz ket kelennadurezh an Hollc’halloudeg,

Car c’est lui qui blesse et panse la plaie, lui qui meurtrit et dont les mains guérissent. Jb 5, 18 : rak Eñ eo an hini a c’hloaz hag a lienenn, a sko hag a bare gant e zaouarn.

De six angoisses il te préservera ; à la septième, le mal ne t’atteindra pas. Jb 5, 19 : Eus c’hwec’h gwall-reuz e tenno ac’hanout, ha pa vo seizh ne vo ket an drougeur evit da dizhout.

Dans la famine, il t’affranchira de la mort, dans le combat, des atteintes du glaive. Jb 5, 20 : E-kreiz naonegezh e savetaio ac’hanout eus ar marv, hag en un emgann eus dorn ar c’hleze.

Du fouet de la langue tu seras à l’abri ; rien à craindre à l’approche du pillage. Jb 5, 21 : Diouzh freilh an teodoù e vi gwarezet, ha n’az po ket aon rak an drasterezh pa zeuio.

Désastre, famine, tu t’en riras ; des bêtes de la terre, n’aie pas peur ! Jb 5, 22 : Ober a ri fent eus ar reuz hag ar gernez, ha n’az po ket a spont rak al loened gouez :

Tu concluras une alliance avec les pierres des champs, et la bête sauvage sera en paix avec toi. Jb 5, 23 : Dre ma-z po un emglev gant mein ar maezioù, ha ma vo al loened gouez e peoc’h ganit.

La tente où tu habites, tu la trouveras en paix ; quand tu visiteras ta demeure, rien n’y manquera. Jb 5, 24 : Anavezout ar ri penaos e vo diwallet da deltenn, ne gavi netra o vankout pa weladenni da chomlec’h en-dro ;

Ta postérité, tu la verras nombreuse, tes rejetons, comme la verdure de la terre. Jb 5, 25 : anavezout a ri penaos e vo niverus da c’hanadur, ha da ziskennidi ken stank ha geot an douar.

Tu entreras dans la tombe mûr comme la gerbe mise en meule en son temps. Jb 5, 26 : Antren a ri er bez leun a gozhni, evel ma saver ur bern-ed pa vez koulz.

Voilà ce que nous avons observé : c’est ainsi. Écoute, et fais-en ton profit. » Jb 5, 27 : Sed ar pezh hon eus imbourc’het, evel-se emañ ! Selaou an dra-se ha gra da vad anezhañ !