Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Job » Pennad 3

Levr Job - Pennad 3

Levr : Levr Job
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42

Pennad 3



Après cela, Job ouvrit la bouche et maudit le jour de sa naissance. Jb 3, 1 : Goude-se e tigoras Job e c’henoù hag e villigas e zeiz.

Il prit la parole et dit : Jb 3, 2 : Job en em lakaas da gomz en ur lavarout :

« Périssent le jour qui m’a vu naître et la nuit qui a déclaré : “Un homme vient d’être conçu !” Jb 3, 3 : Ra yelo da goll an deiz m’on bet ganet ennañ, hag an noz he deus lavaret : Ur paotr a zo bet koñsevet !

Ce jour-là, qu’il soit ténèbres ; que Dieu, de là-haut, ne le convoque pas, que nulle clarté sur lui ne resplendisse ! Jb 3, 4 : An deiz-se da vezo teñvalijenn : na vo ket soursiet outañ gant Doue eus krec’h, na lugerno warnañ sklaerder ebet !

Que le revendiquent ténèbres et ombre de mort, qu’une nuée sur lui repose, que les éclipses l’épouvantent ! Jb 3, 5 : Ra vo saotret gant skeud ha teñvalded, ra vano warnañ ar c’houmoul d’e c’holeiñ, ha ra chomo gantañ spouron al latar !

Cette nuit-là, que l’obscurité s’en empare, qu’elle ne s’ajoute pas aux jours de l’année, qu’elle n’entre pas dans le compte des mois ! Jb 3, 6 : An noz-se da vezo perc’hennet gant an deñvalijenn ; na vo ket niveret e-touez deizioù ar bloaz, na kontet e jedadur ar mizioù !

Oui, que cette nuit soit stérile, que nul cri d’allégresse n’y résonne ! Jb 3, 7 : Ya ! An noz-se da vezañ difrouezh, hep youc’hadenn a levenez oc’h antren enni !

Qu’elle soit malédiction pour ceux qui maudissent le jour, ceux qui sont prêts à réveiller Léviathan ! Jb 3, 8 : Ra vo argarzhet gant mallozherien an deiz, gant ar re a zo prest da zihuniñ Leviatan !

Que s’éteignent les étoiles de son aube, que cette nuit attende en vain la lumière, et n’entrevoie pas les paupières de l’aurore ! Jb 3, 9 : Stered ar gouloù-deiz da deñvalaat enni ! Hi da c’hortoz ar sklaerder hep netra o tont, ha da chom hep gwelout malvennoù ar werelaouen.

Car elle n’a pas scellé pour moi les portes de la matrice ni voilé à ma vue la misère. Jb 3, 10 : Rak n’he deus ket serret evidon dorioù an askre, na kuzhet ar boan d’am daoulagad.

Pourquoi ne suis-je pas mort dès le sein de ma mère, n’ai-je pas expiré au sortir de son ventre ? Jb 3, 11 : Perak n’on ket marvet en ur vont er-maez eus an askre, mouget en ur ziflipañ eus ar c’horf ?

Pourquoi s’est-il trouvé deux genoux pour me recevoir, deux seins pour m’allaiter ? Jb 3, 12 : Perak ez eus bet ur varlenn evit va degemer, ha div vronn din da sunañ ?

Maintenant je serais étendu, au calme, je dormirais d’un sommeil reposant, Jb 3, 13 : Rak bremañ e vijen gourvezet sioul, kousket a rajen hag evidon e vije an diskuizh.

avec les rois et les conseillers de la terre qui se bâtissent des mausolées, Jb 3, 14 : Gant ar rouaned ha kuzulierien ar vro, ar re a sav bolzioù-kañv evito o-unan,

ou avec les princes qui ont de l’or et remplissent d’argent leurs demeures. Jb 3, 15 : Pe gant ar briñsed o devez aour e-leizh, hag a leun a arc’hant o bezioù.

Ou bien, comme l’avorton que l’on dissimule, je n’aurais pas connu l’existence, comme les petits qui n’ont pas vu le jour. Jb 3, 16 : Ha perak n’on ket bet evel ur golladenn dianav, evel ar re vihan n’o deus ket gwelet ar sklêrijenn ?

Là, au séjour des morts, prend fin l’agitation des méchants, là reposent ceux qui sont exténués. Jb 3, 17 : Eno ar re fallakr a baouez gant o difreterezh, evel ma tiskuizh eno ar re diviet o nerzh.

De même, les prisonniers sont en paix, ils n’entendent plus les cris du gardien. Jb 3, 18 : Eno kenkoulz-all e vez e peoc’h ar brizonidi, Pa ne glevont ken kriadenn an evezhier ;

Petits et grands, là, sont égaux, et l’esclave est affranchi de son maître. Jb 3, 19 : bras ha bihan emaint eno war un dro, hag ar sklav frankizet eus e vestr !

Pourquoi Dieu donne-t-il la lumière à un malheureux, la vie à ceux qui sont pleins d’amertume, Jb 3, 20 : Perak e rofe an Aotrou ar sklêrijenn d’ar reuzeudig, hag ar vuhez d’ar re ’zo c’hwerv o ene,

qui aspirent à la mort sans qu’elle vienne, qui la recherchent plus avidement qu’un trésor ? Jb 3, 21 : d’ar re a c’hortoz ar marv hep ma teufe, hag a furch d’e gaout muioc’h eget evit teñzorioù,

Ils se réjouiraient, ils seraient dans l’allégresse, ils exulteraient s’ils trouvaient le tombeau. Jb 3, 22 : int hag a vefe laouen betek an trivli, hag a dridfe ma kavfent ur bez ?

Pourquoi Dieu donne-t-il la vie à un homme dont la route est sans issue, et qu’il enferme de toutes parts ? Jb 3, 23 : Petra ’zo d’an den pa-z eo bet kuzhet e hent dezhañ, ha p’en deus Doue klozet war e dro ?

En guise de pain, je n’ai que mes sanglots ; comme les eaux, mes rugissements déferlent. Jb 3, 24 : Rak e-lec’h bara eo hirvoudoù am eus bet da lod, ha va yudoù a red evel dour.

La terreur qui me terrifie se réalise, et ce que je redoute m’arrive. Jb 3, 25 : Ar pezh am eus aon razañ eo an hini a c’hoarvez ganin, ar pezh am eus spont gantañ eo an hini a zegouezh warnon ;

Ni calme pour moi, ni tranquillité, ni repos, rien que tourment ! » Jb 3, 26 : n’eus evidon na kalmijenn na sioulder, diskuizh ebet, tregas hepken !